Asiz

N’eus ket bet graet kalz anv er mediaoù eus emgav ar relijionoù e Asiz d’an 20 a viz Gwengolo, ha koulskoude ec’h en em gave eno 500 rener eus relijionoù brasañ ar bed da soñjal ha da bediñ evit ar peoc’h. An holl o deus disklêriet da fin o emgav : “An nep a implij anv Doue evit didamall ar sponterezh, ar feulster hag ar brezel, ne vale ket war E hent  : ar brezel en anv ar relijion a zeu da vezañ ur brezel d’ar relijion hec’h-unan. Gant un nerzh kreñv ec’h adlavaromp eta ez a ar feulster hag ar sponterezh a-enep-krenn d’ar spered relijiel gwirion.” Ar pab Frañsez, e berrgomzoù, e-kreiz an holl, ’n ‘eus roet da glevet mouezh kreñv ar gatoliked : “Ne c’hell morse anv Doue didamall ar feulster. Ar peoc’h hepken a zo santel, pas ar brezel !”

Souezhus a-walc’h e oa klevet Anouar Kbibech, e-kerzh un diviz diwar-benn ar sponterezh, o c’hervel tud e relijion : “Ouzhpenn displegañ n’eo ket feuls ar relijionoù, petra a reomp-ni, ’giz muzulmaned, evit ma ne vije ket ken louzet an Islam gant ar sponterien ?” Ha Nadia Bouzekri, prezidantez muzulmaned yaouank Bro-Italia, da ouzhpennañ : “Petra reomp-ni evit ar re yaouank gwallgenteliet ? Petra a ginnigomp evit ma kreskfent gant mennozhioù solut ?”

Ar pab Frañsez ’n deus pouezet kalz evit ma kavfe ar relijionoù disheñvel, er bedenn, an nerzh da dalañ ouzh ar feulster; “N’hon eus ket pedet hirio an eil a-enep egile, ’giz m’eo c’hoarvezet siwazh a-wechoù e-kerzh an istor. Hep kemmesk hag hep keñveregezh, hon eus pedet, er c’hontrol, an eil e-kichen egile, an eil evit egile.” Hag e poulz ar relijionoù da oberiañ evit ma teufe “ar bedenn hag ar volontez da genlabourat da zigeriñ hent ur gwir beoc’h ha n’eo ket un douelladenn !” Hag an holl renerien relijiel da bouezañ war ar pezh a zo penn-kaoz d’ar brezelioù : “paourentez, diouer a justis hag a ingalded, kignerezh ha dispriz evit buhez mab-den.” Un emgav eo bet hag a ro kalon d’an holl re a labour evit ar peoc’h !