Ar brezelioù en Europa abaoe an eil brezel bed

p.2 Chypre al linenn wer

Enezenn Kipre, el “Linenn Wer,” ganti rannet ar vro e div lodenn…

Ur c’hevandir a beoc’h e vefe Europa abaoe 1945. Er c’hontrol eus ar c’hoñchennoù lavaret hag adlavaret gant an emsavioù european, n’o deus ket paouezet ar stadoù hag ar pobloù eus ar c’hevandir d’en em chaokat, ha pa vefe eus komision Brusel pe pa vefe kaoz a “sevel Europa,” pe get…

 

 

Gouez da reoù zo e vije Unvaniezh Europa ur baradoz ma na vefe ket mui ar broioù hag ar pobloù o vrezeliñ kenetreze abaoe dibenn an eil brezel bed. Ken eo daet da vout ul leitmotiv lavaret hag adlavaret kenti-kentañ. Padal n’o deus ket paouezet  stadoù Europa a vrezeliñ abaoe muioc’h evit 70 vloaz, e gwirionez. Etreze pe a-enep pobloù all.

 

 

Brezelioù trevadennel

E Bro-Frañs zo brezelioù garanet don e eñvor an dud, evel hini Indosina hag Aljeria. Moaien zo da lakaat ivez war ar roll brezel Madagaskar hag e 100 000 den lazhet.

Met estreget e Bro-C’hall ez eus bet brezelioù a seurt-se. Ar Portugal a zo bet skoet gant brezelioù an Angola, ar Mozambik hag ar Ginea-Bissau, da skouer. Miliadoù a dud peurlazhet ha brezelioù diabarzh da heul (en Angola dreist-holl). E Breizh-Veur ne voe ket ken kriz an didrevadenniñ met d’an 2/4/82 e tarzhas brezel an inizi Malouin etre ar Rouantelezh-Unanet ha Bro-Arc’hantina. 907 den zo bet lazhet e-pad an 72 devezh ma padas ar brezel-se, hag ur brezel trevadennel e oa, e gwirionez. Bez’ emañ atav an inizi Malouin war roll an ONU evel tiriadoù da didrevadenniñ.

 

 

Brezelioù-diabarzh

E Bro-C’hres ne baouezas ket an eil brezel-bed e 1945. Etre 1944 ha 1949 en em gannas “ar re wenn”, a-du gant ar Rouantelezh a-enep d’“ar re ruz” a-du gant ar Strollad Komunour KKE, betek rannañ ar vro e div lodenn : ur republik komunour hag ur “rouantelezh gresian”. A-benn ar fin e voe trec’het an EAM-ELAS (an arme komunour) e 1949. Miliadoù a dud a zo bet lazhet ha kement all harluet.

E Bro-Italia, n’eo ket bet anvet maread kriz ar bloavezhioù 70 ha 80 ar “brezel diabarzh” met “ar bloavezhioù plom”. E gwirionez e voe ur gwir vrezel diabarzh etre an tu-dehoù pellañ, ar gouarnamant italian hag an tu-kleiz pellañ (Brigate Rosse mui un aridennad a strolladoù all). Muioc’h evit 600 gwalldaola zo bet. 450 den lazhet. Ar stourmoù armet e Bro-C’hall gant Action Directe, e Bro-Veljia gant ar CCC, e Bro-C’hres gant 17N hag e Bro-Alamagn gant ar RAF n’int ket bet a-live gant ar pezh a c’hoarvezas en Italia e-pad ar “bloavezhioù plom”.

 

 

Brezelioù etre broioù

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya