Ar bio war ziorren
17/10 /16

Ar bio war ziorren

Kresket eo a galz an niver a diez-feurm o treiñ war-zu ar produiñ organek e penn-kentañ 2016 e Breizh. Ar re a brodu laezh ha legumaj eo dreist-holl ar re a ra an dibab-se. 

 

 

134 atant produiñ laezh a zo aet war-zu al labour-douar biologel e-pad c’hwec’hmiziad kentañ 2016, hervez sifroù Arsellva ar produiñ bio e rannvro Breizh. Ar brasañ kresk a zo bet biskoazh eo. Produerien laezh eo dreist-holl o deus graet an dibab-se. 43% eus an atantoù nevez aet war ar bio a ra war-dro saout. Ar re niverusañ int ivez e-touez an holl beizanted bio. Ur c’hard all a c’hounez legumaj, 7% a sav yer ha 2% moc’h.

 

 

Stank e Ligel Atlantel

E Breizh a-bezh zo ouzhpenn 3 000 ti-feurm a brodu hep temzoù kimiek pe produioù tretiñ n’int ket naturel, bremañ neuze, da lavaret eo 7,5 % eus al labourerien-douar. Gant departamant al Liger-Atlantel e vez kresket ar feur-se o vezañ m’emañ 13% eus ar beizanted gant al label bio eno. E rannvro Breizh eo dasparzhet mat an atantoù bio bremañ dre ma vez kavet unan ‘barzh 7 kumun war 10.

 

 

Abegoù liesseurt

….

 

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya