Alep hag he bro, ur brezel bed war 1 600 km²

p.3 Alep dismantret

Ac’hubet eo ar mediaoù gant argadenn Mosoul ha ne vez mui komzet eus ar brezelioù, e korn-bro Alep (anvet Chehba) e Norzh Siria. Eno padal e vez kavet holl aktourien brezel sivil Siria ha galloudoù bras, rannvroel pe vedel, a sikour un tu pe egile. Deuet eo ar stegoù da vezañ arvarus-tre.

 

 

E Alep, bet kêrbenn sevenadurel hag armerzhel Norzh Siria, eo bet cheñchet kalz stad an traoù abaoe un nebeud mizioù. Betek an hañv e oa Alep rannet e tri zamm, ar C’hornôg gant gouarnamant Siria  da lavaret eo nerzhioù Bachar al-Assad mui an Hezbollah ha bezinoù palestinat, ur c’harter eus an Norzh (Sheikh Maksoud) gant Kurded Nerzh Difenn ar Bobl (YPG), repuet eno ivez meur a Gristen, a Armenian… hag erfin ar Reter gant ar rebelled, bet gwechall “Lu dieub Siria” (LDS) ha deuet da vezañ djihadourien salafek (Fatah al-Sham, Ahrar al-Sham, da lavaret eo al-Qaeda), islamourien (Talbenn islamour) ha bezinoù turkmenat faskour sturiet gant servijoù kuzh Turkia evel ar sultan Murad. E miz C’hwevrer eo deuet a-benn lu Siria, gant sikour kirri-nij Rusia, da cheñch penn d’ar vazh, o kemer takadoù Norzh ar gêr hag o troc’hañ linenn bourvezañ islamourien ar Reter betek Turkia. Abaoe deroù miz Gwengolo e vez bombezennet karterioù ar Reter gant aerluioù Rusia ha Siria ha tamm-ha-tamm e vez gounezet ar stradeoù gant lu-douar Siria hag e vezinoù. Kiladenn an islamourien e Alep a c’hell bezañ displeget gant ar fed int bet dilezet gant Erdogan, prezidant islamour Turkia, en deus marc’hataet gant Rusia e miz Gwengolo an aotre aloubiñ Norzh Chehba gant fin e sikour d’ar “rebelled”.

 

Diaes er reter

 

Ar vuhez pemdeziek e Alep

Respontet en doa ar Breizhad yaouank Pierre Le Corf, 27 vloaz, da c’halv SOS Chrétiens d’Orient. 8 miz zo en em gave e Alep, via Damas. Abaoe e vev e Alep-kornôg – 1,2 milion a dud – dalc’het gant soudarded Bachar al-Assad pa vez 200 000 e Alep-reter dalc’het gant an emsavidi. 

“Amañ e oar e c’hell an dud mervel forzh pegoulz. Gwelloc’h eo se dezho eget bezañ mac’hagnet rak diaes e vo dezhao bevañ goude.” emezañ. Bevañ a reont dindan gourdrouz ar roketennoù bannet warno gant Jesh al Her, da lâret eo Al-Nosra ha Daech. “Kerkent ha ma vez bombezennoù eo dav chom an tostañ posupl eus ar mogerioù.

p.3 Pierre Le Corf

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya