Sine : Le Fils de Jean

p.7 SINE-161007-LE FILS DE JEAN Skritell

LE FILS DE JEAN ur film sevenet gant Philippe Lioret (2016) Gant : Gabriel Arcand, Pierre Deladonchamps, Catherine de Léan (1e38)

Atav e vez diaes d’an den chom hep anavout e gerent, e dad hag e vamm. Dija ne oui ket atav ar pezh emañ daet d’ober war an tamm douar-mañ, ne anav ket mister ar Vuhez, ne oui ket peseurt ster zo dezhi. Lod a lâr zoken n’eus ster ebet d’ar vuhez. Neuze, gouiet, d’an nebeutañ, eh eus bet dimp un tad hag ur vamm da gomañs, setu aze an disterañ elfenn da anavout evit klask un diskoulm bennak d’hon aters meur. Ar re na ouiont ket gant piv emaint bet ganet, komprenabl eo ne vez ket aes dezhe bevañ gant an aters-se bemdez, pa vez sioul an dud arall, war ar poent-se d’ar bihanañ.

Philippe Lioret zo sevener « L’équipier », 2004 ; « Je vais bien, ne t’en fais pas », 2006 ; « Welcome », 2009, « Toutes nos envies », 2011. Savet eo bet e film nevez-mañ, « Le fils de Jean »,  diwar-benn un den yaouank tri bloaz ha tregont, pedet da dreuziñ ar Meurvor Atlantel evit monet da obidoù e dad, un den dianav dezhañ. Ha dizoloiñ ivez e oa du-hont, er C’hanada, daou vreur dezhañ dianav-kaer.

Kaset omp er familh ganadian, e familhoù mignoned. Dizoloiñ a reomp tamm-ha-tamm penaos he doa teiset ar vuhez he gwiad en tu arall ag ar mor bras. E-pad an amzer-se en doa kresket Mathieu, mab Jean, e Pariz. Dleet e oa d’ar veaj-se bout berr. Monet d’an interamant ha setu tout. Mes ken kreñv emañ an c’hoant da c’houiet, an c’hoant da anavout e orinoù e spered Mathieu, ma ne dremen ket an traoù evel m’en doa soñjet, na tamm ebet, naket, evel ar pezh o doa soñjet lod ag an dud eno.

Choaz a reomp hon mignoned, mes ne choazomp ket hon breudeur, a vez lâret. Hag ar vreudeur, a-c’houde gwers amzer ne vezont ket hegarat atav en hon keñver. Komz a ra levr kentañ ar Bibl, ar C’heneliezh (La Genèse), ag Abel ha Kain ; Kain, muntrer e vreur dre warizi, rak krediñ a rae e oa Abel karetoc’h egetañ a-berzh Doue. Ned a ket an traoù betek ar poent-se tamm ebet er film. Un istor arall eo. Kain hag Abel a ouie piv oa o zad hag o mamm (Adam hag Eva n’em eus ket soñj mar gouient-int piv oa o re  !). Mathieu, amañ, en deus c’hoant da ouiet hiroc’h. Frioù-furch, pa furchont, a gav meur a wezh. Hag ar pezh a gavont a c’hell bout dic’hortoz-bras. Ar wirionez, meur a wezh, a vez diaes da lonkañ. Diouzh an tu arall e laka an den libr, peogwir e c’hell sellet douzh ar vuhez evel m’emañ, hep mouched ebet warni.

Ya, petra emañ daet Mathieu d’ober e Montreal ? Monet da interamant un tad nen doa ket anavet, un tad hag a oa marvet beuzet en ur lenn, goude un taol kalon kredabl, hep d’e gorf bout bet kavet ? Gouiet piv e oa e vreudeur n’o doa ket klevet biskoazh komz anezhañ, unan anezhe intereset gant an hêrezh, an arall taer-bras ? Mes perak en doa Pierre, mignon bras e dad, berzet da Vathieu lâret piv e oa d’e vreudeur ? Sekredoù familh n’eo ket an traoù-se a vank, ha setu ar pezh en doa choazet Philippe Lioret da ziskoueziñ dimp. Gant tenerded ha simplted. Filmañ ar fromoù ne vez ket aes atav, rak pa chom ar c’hamera re pe re nebeut war fas ur c’homedian e c’hell an traoù bout divalav war ar skramm goude. Amañ e sant an arvester justed ar santimantoù, ha justed ar gomedianed evel Pierre Deladonchamps ha Gabriel Arcand. Setu aze ur film tener war un tem kizidik.