Trec’h kentañ Gwened e Pro D2

p.5 Rugbi Gwened Pro D2 2

 

Gounezet en deus skipailh rugbi Gwened a-enep Montalban evit e grogad kentañ en eil rummad. Leun e oa stad ar Rabin evit souten ar c’hoarierien glas ha gwenn.

 

Betek ar fin eo bet start ar c’hrogad. Daou esae a zo bet lakaet gant ar Vretoned er prantad kentañ met unan treuzfurmet gant an Okitaniz, just a-raok an ehan.  17-13 a oa evit ar Wenediz da vare an diskuizh. Un esae all a zo bet plantet gant Montalban en eil prantad hag un tenn kastiz a zo bet lakaet gant skipailh ar Mor-Bihan. Rampo e oa neuze an daou skipailh 20-20, dek munutenn a-raok ar fin. Gant un tenn-kastiz all eo deuet ar Vretoned da c’hounit ar maout – 23-20 e fin ar c’hrogad – evit brasañ plijadur an arvesterien, bep a vanniel gwenn-ha-du ganto.

 

 

Ur c’hampionad start

Ar wech kentañ e vo ar bloaz-mañ da gaout ur skipailh breizhat o c’henstrivañ en ur c’hampionad ennañ skipailhoù a-vicher. Angoulême eo ar skipailh tostañ a-fet hent, o vezañ ma ‘z eo okitan, katalan pe euskarat ar skipailhoù all. Oyonnax ha Bourgoin a gemero perzh ivez. N’eo ket dianav ar gentriverien e bed ar rugbi. Perpinyà, Biarritz, Besièrs hag Agen a zo bet kampioned Frañs meur a wech da skouer. Pa seller ouzh ar statistikoù ez eus peadra da gaout douetañs. E-kerzh ar pemzek bloavezh diwezhañ n’eus bet nemet daou gleub a zo deuet a-benn da chom en eil rummad ur wech pignet ar bloavezh kent. N’eo ket dister budjed Rugbi Klub Gwened kouslkoude. Eus 1,5 milion a euroioù ar bloaz tremenet eo tremenet da 5 milion ar bloaz-mañ. E keidenn ar c’hleuboù emaint, zoken ma ‘z eo div wech kreñvoc’h budjed Oyonnax ha Perpinyà. Chomet eo feal ar c’hlub breizhat ouzh e c’hoarierien ivez peogwir zo chomet 26 c’hoarier eus ar bloaz tremenet er c’hlub. 41 c’hoarier  a zo bremañ. Da Angoulême ez aio ar Wenediz da c’hoari d’ar Gwener 2 a viz Gwengolo ha degemer a raint Agen ar Gwener goude. Er 4re plas war 16 emaint evit poent.

 

 

DK