Superbugs

N’eo ket eus sistemoù kompoderezh lakaet da darzhañ a vo kaoz amañ met eus gouennoù bakteri deuet da dalañ ouzh pep antibiotik, ha ne oar den penaos dont a-benn da zistruj anezho e ken kaz a gleñved-red. Lakaet ez eus bet gant ispisialourien zo e c’hellje ar seurt bakteri-se  kas d’an anaon muioc’h a dud eget ar VIH, ac’hann da 2050. Pa oa bet kavet perzhioù ar penisilin gant Fleming e 1928 e soñje da lod e vije moaien da lakaat un termen d’ar c’hleñvedoù poreus aes a-walc’h. Aes eo kompren ar poell : distrujomp pennkaoz ar gudenn hag e vo pareet pep hini. Evel-just eo bet efedus-kenañ an antibiotikoù adal ar penn kentañ hogen dibaoe un toullad bloavezhioù e teu a-wel ar gudenn all deveret eus implij direol ( re pe re nebeut) al louzeier-se da geñver kleñvedoù boutin an dud, met ivez evit diarbenniñ kleñvedoù er stalioù sevel moc’h pe yer. A remziad da remziad e teu muioc’h-mui rezistant ar bakteri kement hag e teu bremañ da vezañ un afer a yec’hed publik a-nevez. Ar memes fenomen a c’heller stadañ ivez pa seller ouzh  tarzhadeg an allergiezhioù dre holl : dre forzh aseptizañ e tenner kuit diouzh endro ar vugale an elfennoù gouest da wiridikaat ar c’horf ouzh danvez-mañ-danvez. Pe c’hoazh evit al labour-douar : e-pad pell e soñjed e oa trawalc’h degas mineralioù magus d’un trevad evit kaout un eostad a-feson. Met seul vui eo euvret an nitrat, seul dourennek eo ar c’helligoù, seul vui a c’hwen hag a aztus war ar plant. Ha da c’houde seul vui a vez implijet louzeier evit o distruj, seul vui e teu rezistant an aztus. Hag e vevezomp n’ouzpet molekulenn a c’hellfe degas krign-bev… Poent eo cheñch poell, ha n’eo ket hepken a-fed yec’hed pe labour-douar. Bevañ a reomp diwar ur poell kartezian eeun, o tisrannañ ar c’hudennoù an eil re diouzh ar re all hag o soñjal eo trawalc’h dispenn ur pennkaoz evit diskoulmañ ur gudenn. Diwar skiant-prenet abaoe rummadoù ha rummadoù o devoa savet hon hendadoù ur preder diazezet war ar c’hempouezioù naturel. Adkavout a reer ar memes doare soñjal gant skiantourien a-vremañ en-dro d’al lojik sistemek hag hollek, ha mallus eo e seveniñ diouzh ma tro hon tammig planedenn. Ma implijer an antibiotik e ranker soñjal er mod da greñvaat rezistañs ar c’horf war ar memes tro : boued, mod-bevañ, sport. Magañ an douar evit degas boued kempouez d’ar plant hep magañ an aztus, setu unan eus palioù bras al labour-douar ekologel. War tachennoù an ekonomiezh hag ar politik ivez e vefe ret mat lakaat e pleustr ar seurt mod soñjal moarvat.