Sport produet e Breizh ivez


Divizet en doa an UJAP lidañ e grezioù nevez-flamm, gant logo Produet e Breizh war beultrin ar c’hoarierien, kement ha reiñ da c’houzout eo deuet ar c’hlub basket micherel-se da vezañ ezel eus Produet e Breizh nevezik zo. 

 

 

D’an 10 a viz Gwengolo 2016 e oa 900 arvester evit degemer Erminig Naoned, ur skipailh Pro B, e sal an UJAP, e rann NM1- da lâret eo en trede rummad – da geñver un derby gala. Da heul ur c’hrogad entanet ruz eo aet ar maout gant an Erminig, 85-84, goude ur baner bet lakaet evite gant Kwamain Mitchel en eilenn ziwezhañ. “Evidon-me eo hemañ paotr ar match” a lâre Roland Martot.

Gant Produet e Breizh e oa paeroniet ar c’hrogad. 200 goprad eus embregerezhioù Produet e Breizh a oa e sal Michel Gloaguen, hag ur strolladig dileuridi eus embregerezhioù ar gevredigezh o doa graet ar veaj eus Naoned da Gemper. Ouzh ar mikro zo bet displeget div lodenn eus ar c’hrogad diwar beder, e brezhoneg nemetken, gant Keven ar Fur ha Roland Martot. Evit hemañ e oa plijus “gwelout tud e fin ar match o lâret e oant kontant da gaout kement-se e brezhoneg ha da c’houlenn diouzhtu da heul pevare e vo ur match all e brezhoneg ?”

Evit an UJAP, bet krouet e 85 diwar gevelliñ daou batronaj eus Kemper, bet e Pro B e-pad un nebeud bloavezhioù, tost da grapat betek ar Pro A e 2007 ha diskennet e NM1 e 2012, eo un doare dispar da gregiñ gant ar c’houlzad nevez a-raok mont betek Orchies (59) ha klask mont betek ar “Play-Offs” ar bloaz-mañ.

 

p.4 Match brezhoneg - foto le telegramme