Pebezh Ki a Zen !
12/09 /16

Pebezh Ki a Zen !

Klevet en Argol ganen diwar-benn ur c’hlasker bara, na anavezed ken ’met dre e lesanv : “Fañch ar C’hi”. Evit ar seurt-se, hag an holl c’halouperien all, chas an tiegezhioù a c’helle bezañ ur spont kaout afer outo. Da gentañ abalamour n’eo ket chas barlenn eo ’vezent, met traoù razailhus ’oa o micher gervel an dud ha mirout ouzh an estren da grediñ tostaat re, ken a vije gwelet an dud o tifoupañ.

Ken e teue ar chas da gompren ha da zerc’hel soñj piv ’neze droad tostaat, hag ar c’halouperien o-unan ivez da c’houzout tremen diouzh kement ki en tiez ‘vezed kontant d’o gwelet o vont enno.

Tamm ebet e-giz-se gant Fañch, ’vat ! P’en em gave e porzh un tiegezh, an dra gentañ a rae ’oa mont war-eeun d’ar c’hi. Ha n’eo ket da esaeañ ober flourig dezhañ, sur ! Gant e grabanoù solut e pake krog e min an aneval. Ur c’hi ha n’eo ket evit dantañ ne servij ket da galz a dra, hag harzal ne veze ket evit ober kennebeut. Brav dezhañ ma c’helle woufal truezus !  Ha dizamant e starde, e starde ! Ma ! ‘Benn ar fin, holl chas ar c’horn-bro a oa deuet da anavezout Fañch, bezit disoursi, hag aon anezhañ eo ’veze !

Din da c’houzout, Fañch ‘neze tamm poan ebet o kaout degemer, bod ha boued, e pep tiegezh. Ma z eo ar chas diouzh ma z eo an dud ne oa ket ouzhpenn d’an dieien divinañ pebezh kañfard e oa ar galouper.

p.6 fench ar c'hi