Lig 2 : Brest, Poentoù daoust d’an diaezamantoù
07/09 /16

Lig 2 : Brest, Poentoù daoust d’an diaezamantoù

D’al Lun 29 a viz Eost e c’hoarie Brest e Sochaux. Kroget eo mat an daou skipailh gant ar c’houlzad, kement ma talveze ar c’hrogad d’ur stourm etre hini kentañ, hag an eil er renkadur…

 

A-raok ar c’hrogad-mañ e oa 2 boent lañs gant Brest war Sochaux. Met ne errue ket an Ti’Zef seder war tachenn Auguste Bonal, rak ar sizhun a-raok e oant bet trec’het gant Sochaux, hag int bet skarzhet kuit eus “Kib al Lig” ganto. Kerkent hag ar munutennoù kentañ e seblante an daou skipailh kaout c’hoant leuskel digor ar c’hoari. Buan-tre e teue al Leoniged da vezañ dañjerus un tamm. E fin ar c’hard-eur kentañ e oant mestr war an dachenn zoken. Dic’houest e chome paotred Brest da skarzhañ kuit ar volotenn pellik a-walc’h ouzh o fal. D’ar 25 mn e plante argader Sochaux ur pal kentañ.

Nec’het e oa an Ti’Zef, c’hoant ganto mont re vuan, ha diresis ma oant. Echuiñ a rae an hanterenn gentañ gant Sochaux o ren ar c’hrogad, hag hep ma vefe da dortal, 1-0. Gwashoc’h vije bet, rak ne oa ket bet pell al Leoniged da blantañ un eil pal.

 

 

Foll ar c’hrogad !

3 munutenn goude m’en defe an tredeog c’hwitellet an eil hanterenn e plante Sochaux o eil pal, a-drugarez da Andriatsima. Eñ an hini eo hag a blantas ar pal kentañ dija. Setu badaouet c’hoarierien Brest. Da c’houde, e-pad ur 15 mn bennak, e seblante an traoù mont war washaat evit paotred Brest. Er c’hontrol e oa seder al Leoniged, ganto ar volotenn, hag int o reiñ lusk d’ar c’hrogad. Merañ a raent al lañs o doa tapet, trankilik.

Koulskoude goude ar 65ved mn o doa paotred Brest un digarez brav da verkañ. Miret e oa ouzh ar volotenn da vont er pal, just war al linenn, gant ur c’hoarier eus Sochaux graet gantañ ur gwir vurzhud ! E-pad ar c’hard eur diwezhañ e klaske Brest bountañ un tammig muioc’h, met chom a rae mut an argad. Re nebeud a lusk a oa lakaet er jeu ganto.

Diaes e teue ar c’hrogad evit an daou skipailh, skuizh ma oa ar c’hoarierien. Skuishoc’h e oa paotred Sochaux, ha dre forzh klask mont war-raok e plante Brest ur pal, padal e oa ar c’hrogad en amzer ouzhpenn (90+1).

Amzer d’an tredeog reiñ lañs en-dro d’ar c’hrogad evit 2 pe 3 munutenn c’hoazh, hag e plante Brest o eil pal ! Hag int aet rampo e fin tout ar c’hrogad (90+3) !

Goude pemp devezh er c’hampionad o deus dastumet Brestiz 11 poent. Emaint e kentañ plas ar renkadur. Daoust d’an diaezamantoù o deus a-wechoù eo gouest skipailh Brest da zastum poentoù. Ur sin mat-tre eo evit peurrest ar c’houlzad !

p.5 Brest Sochaux