Les Lucioles evit ur vuhez disheñvel

p.11 Les Lucioles 1

15 kumun a gonter e bro an Intel, a bep tu d’ar stêr. War ar vro-se, nepell eus an Alre, zo en em vodet 80 den, met e gwirionez ur 15-20 den oberiant, evit tremen eus ar bed a vever ennañ bremañ, gant tireoul ha pinvidigezhioù o vont da hesk, evit broudañ un doare all da veveziñ, da foranañ, da vevañ.

 

 

Kroget eo David Bezier hag e geneiled gant lenn oberennoù Rob Hopkins, eus kêr Totnes, e Bro-Saoz, bet krouet gantañ e strollad kentañ e 2006. Hiziv an deiz e konter ouzhpenn 2000 strollad er bed a-bezh, staliet e ouzhpenn 50 bro. E Bro-C’hall e konter muioc’h eget 150 anezho. “A-bouez eo deomp en em gavout asambles, dibab ar pezh omp gouest da cheñch en hor buhez pemdeziek, hep gortoz e teufe an urzhioù eus an uhel.” eme animatour ar strollad. Gant mennozhioù a seurt-se en em gavont tost ouzh strollad ar Colibri, eus Alternatiba, eus an Alter Tour…

 

 

Ahelioù liesseurt

War meur a dachenn e kas ar strollad e breder. Evit krouiñ panelloù fotovoltaek e ijinont sevel un embregerezh keodedel evel un SAS, pe neuze fiziout ar produiñ en ur gumuniezh kumunioù ha goulenn digant ar re o dije un tamm arc’hant a-gostez  postañ anezhañ er raktres. Evit kizidikaat ar geodedourien en em harpont war sinema an Intel, Le Quai des Dunes, prest da dremen filmoù disheñvel, ur wech bep 2-3 miz, filmoù war al lastez, war ar boued bio er c’hantinoù, “gant ar soñj broudañ an dud d’ar preder.” eme David Bezier. A-fet liorzhañ hag an darempred gant an douar o deus lakaet e plas liorzhoù rannet, en Erdeven, Landevan ha Belz. Mareoù a zo bet lakaet da labourat asambles, 2 eur d’ar merc’her ha d’ar sadorn. Evit ar peurrest e savont alies un dro evit dourañ, evit kempenn…

 

 

Ha c’hoazh

War tachennoù all eo diaesoc’h rak santout a reer mat ne c’hell ket un den mestroniañ aes an traoù. Evit ar beveziñ, tredan pe danvez a seurt-se, e klaskont studiañ dija petra eo an ezhommoù a-benn klask beveziñ en un doare all. Evel-se o deus komprenet e talveze digudenn ar panelloù heol evit tommañ dour. Evit an treuzdougen e jedont dre familh kentoc’h eget dre zen. Dre vras e vez implijet e garr gant pep familh evit 40-60 km bemdez. Poaniañ a reont da vroudañ ar c’henweturiñ.

Estreget ar preder-se eo boas izili Lucioles bro an Alre da ziskouez o santimant pa vez kaoz eus Kêrintron al Lann pe eus ar stourm a-enep Monsanto hag an OGM e porzh an Oriant.