Ha brall dezhañ !
19/09 /16

Ha brall dezhañ !

Da fin ar bloavezh 1905 ’oa krog al lezenn ‘oa dispartiet ganti, ’giz dezho, an Iliz (katolik) hag ar stad (c’hall) da vont en-dro. Ma z eus ul lezenn e savas reuz diwarni eo bet hounnezh. Evit an eil gwech ’oa inkantet gant ar “republik” e oa broadelaet madoù an Iliz. Ha bec’h diwar goust al laeroñsi, ’giz ma oa gwelet gant an tu “gwenn”, e z oa.

Sed e rankas bale tud a-berzh stad da renabliñ ar madoù-se e kement parrez, ilizoù hag ilizadoù. Ha kri a savas e meur a lec’h, ma rankas archerien, polised ha soudarded bezañ kaset.

Ur barrez “wenn” e oa Kolloreg. Neuze pa voe graet ar renabl eno, kuit da welet bitrakoù o vont gant laeron vihan, e oa ur bobl kristenien oc’h eveshaat kement tra a veze kaieret gant an neb ’oa e karg da ober, pizh ha kempenn, en dervezh-se.

Ken ha merzet gant ur c’hrennard, na oa ket ganet e penn kentañ ar sizhun, evit doare, e oa bet ”ankounac’haet” ur c’hloc’hig. Hag eñ kregiñ ennañ, e lakaat da dintal, o lakaat war wel evel-se ‘oa arabat lezel anezhañ da vont ebiou.

Sklaer deoc’h ne oa ket plijet an drubarderezh-mañ d’e genvroiz. Seurt kenlabour da seveniñ un hevelep torfed a dalveze ar boan derc’hel warnañ ad vitam aeternam merk ar falloni divezet. Ha kerkent, ha betek e varv, kleier hag all emichañs, ’mestra, ne veze ken graet nemet “Fañch ar C’hloc’h Bihan” anezhañ gant Kolloregiz.

 

p.6 ar c'hloh bihan