Dieubiñ an urzhiataer
26/09 /16

Dieubiñ an urzhiataer

p.11 Ordis libres

Herve Kere

Evit ar wech eo bet troet Herve Kere gant an urzhiataerioù. Abaoe m’emañ war e leve e kustum sikour an dud a glask ur mekanik hep ne goustfe re ger.

 

 

E 98-99 en em lede Internet e pep lec’h, e Sant Rivoal, en e skol. Kerkent ha m’eo aet war e leve en deus skrivet da René Brantegme, paotr an urzhiataerioù e Kemper, er pezh a oa gwechall an DDTM. Dezhañ e veze kaset an holl vekanikoù na servijent ket ken. Bremañ p’en em anavezont mat e c’hoarvez d’ar C’hemperad pellgomz da Herve, da ginnig dezhañ 100 mekanik, kement hag ober. Hag hemañ da stokiñ anezho en ur stal prestet er skol bublik kozh gant  Jean-Pierre Broustal, maer Brasparzh.

 

 

Digoust

Dre ma vez roet an urzhiataerioù, dre ma labour Herve hag e geneiled – dindan 20’ o deus amzer da reneveziñ ur mekanik – hep goulenn tra, dre ma lakaont warno meizantoù dieub Linux, n’eo ket gwall ger ar mekanikoù a werzhont d’an dud, 10€ nemetken. “Dre vras eo ar re gozh a zeu da c’houlenn ur mekanik pe mammoù o sevel o-unan o bugale, tud yaouank diaes dezho prenañ ur mekanik nevez. Met buan-tre e vez gwelet ar re gozh-se, o tont en-dro ur wech  prenet ur mekanik nevez dezho gant o bugale.” eme Herve. War ar re-mañ-se e staliont ivez Linux met hep tennañ Windows, dre ma vez boas ar re yaouank ouzh ar meizantoù-se. Bep bloaz e renevezont war-dro 70 mekanik evit reiñ d’an dud er Menez Are, betek Bolazeg ha Karaez. “A-wechoù e vez zoken ar Greta pe Pôle Emploi o kas tud deomp.” emezañ.

Pa vez “gwerzhet” ur mekanik d’an dud e vez roet un tamm stummadur evit ma c’hellfent implij ar meizantoù. Bep sizhun, d’ar gwener vintin, etre 10e ha kreisteiz, e c’hell an holl dont betek Brasparzh evit kaout titouroù all.

 

 

Meizantoù digoust

D’an holl re a gav abeg e Linux, war-zigarez ne c’hellont ket ober ar pezh a fell dezho, e respont Herve Kere gant arguzennoù. Gant enklaskerien e oa bet kroget da implij an urzhiataerioù “Ha pep hini a ranke kaout e dachenn, hep ne vefe luziet e tachenn ar re all. Eeunoc’h e oa Linux. Simploc’h ivez. Dalc’het eo bet d’ar vrud-se, memes m’eo bet cheñchet kalz bed an urzhiataerezh abaoe. “Hiziv an deiz e vez implijet Linux gant 90% eus an dud a vez o labourat e bed ar c’hompoderezh evel Google pe servijerien all. Eeun eo an doare d’ober ganto.” a ouzhpenn-eñ a-raok kenveriañ Windows gant Linux. Gant Linux e vefe ar sklaerder, an treuzwelus. Gant Windows ar programmoù kuzhet e diabarzh ar mekanikoù.

Da vare ma vez ur bern tud prederiet gant an doare ma c’hellont bezañ spiet gant kevnid bras, mistri war o rouedad, e kav Herve Kere dedennus bezañ gouest da gas e ober da benn hep kaout aon eus ar virusoù, eus an tagadennoù, eus ar spierezh.