Bilibann
26/09 /16

Bilibann

Setu ur ger hag a zo liesik ster dezhañ, ha diaes bezañ peursur pehini ‘oa an orin. ‘C’hellfe bezañ eus ”bili” hag a veze “bannet” (pe bantet) dre c’hoari. Ur ger anavezet mat eo en Arvor bepred. Peurliesañ, ’vat, e sinifi e z eus aet un dra bennak da fall : spered an den, diskaret ar yec’hed, rivinet ar stal pe e diegezh. C’hoazh en deus da welet, ar c’hoari “bilibann” gant strinkañ traoù er vann, pe brañsigellat.

Er c’horn bisañ eus ar C’hrouaneg, war-lerc’h ar brezel 14, e oa o vevañ daou zen hag a oa maout da reiñ lesanvioù d’an holl garteriz. O-daou e oant chomet mac’hagnet war-lerc’h ar brezel. Ur seurt digoll ‘gavent evel-se, pareo, pa ne oant ket gouest da labourat. Ur vuheziad flipatañ, korfatañ ha boesoniañ.

Ar gwashañ da lesenvel eus an daou en doa kollet e zivhar er brezel. Pilprennoù ’oa bet lakaet dezhañ da c’hellet diblas un tamm, branelloù da harpañ ouzhpenn. Ha setu penaos e kavas an amezeien o zro dezho da gaout un digoll ivez diouzh al lesanviou heg hag a veze gwisket dezho. Pa z ae an hini a lavaran da lonkañ, e chome alies en ur foz bennak da ruilhañ da c’houde, skoilhet e gorf en traoñ hag e goadennou er vann. Tra souezhus un tamm da welet ma z oa, ar wech kentañ.

Neuze, en abeg d’ar stad-se ma veze kavet, hag ar fed ivez ‘oa bet diskaret e vuhez pa ne oa ket marvet  “evit ar vro” (‘giz ‘gaver skrivet war na pet monumant, hag e brezhoneg, mar plij !) e oa bet lesanvet  “Bilibann”. Erfin, ‘pad an eil brezel-bed, difluket er vro ar “flak” alamant, ‘oa roet ul lesanv all dezhañ c’hoazh, e galleg hemañ : DCA !

 

p.6 Bilibann