Beaj en Absurdia

N’emaomp ket o vont trema Nebva ar wech-mañ, met en ur vro omp peg outi betek re moarvat : ar Frañs jakobinour a c’hellfe gwech ha gwech all bezañ lesanvet Absurdia. Setu da heul ur skouer e-mesk reoù all eus an degouezhioù diboell en em gavomp ganto en ur vro seizet gant he c’hreizennadur diskiant. E rannoù divyezhek skolajoù publik an Iroise (Brest) ha Kerallan (Plouzane) en em gaver en distro-skol-mañ gant eurvezhioù kelenn istor e brezhoneg a vo labouret dre… ar galleg. N’eo ket divoutin siwazh emit-hu, met amañ avat e vije peadra da sevel ur pezh-c’hoari farsus diouzh ar mod kafkaian pa ne vije lakaet en arvar buhez micher ha personel ur gelennerez hag an hentenn divyezhek er skolajoù-se. Ar gelennerez a oa stajiadez aze ar bloavezh-skol tremenet a zo bet dilec’hiet e akademiezh Versailles, war an digarez a gontouriezh melestradurel ma rank un akademiezh pourvezet mat rentañ postoù d’ar re n’int ket. Hogen post ebet na oa bet miret evit homañ eno hag en em gavout a ra-hi… erlec’hiadez ! Koulskoude, gant an emglev Stad-Rannvro edo sañset d’an Deskadurezh-Stad d’ober eus he gwellañ evit diorren ar c’helenn divyezhek pa vank c’hoazh kelennerien vrezhonek amañ. Ha diwar kement-mañ justamant e oa bet lakaet war-sav gant an Deskadurezh-Stad ent-eeun ur fiñvadeg a-ratozh evit ar gelennerien vrezhonek kuit ha chom strobet gant reolennoù boas ar fiñvadeg. Ha c’hwitet ! Goulennet e oa bet distro ar gelennerez gant akademiezh Roazhon ken abred ha miz Meurzh, ha da c’hortoz e vije fiziet ar c’helenn e skolajoù bet meneget en un… erlec’hier, divrezhonek kerkoulz all, a vo ret erlec’hiañ d’e dro marteze. Met perak an diaoul ober simpl pa c’heller ober kompliket ? ‘giz ma c’houlenne va zad aliesik e-ser goapaat. Marteze a-walc’h evit reiñ muioc’h a labour d’ar melestradurezh pa ‘z eus nebeutoc’h a wenneien evit en ober ? Marteze a-walc’h e servij an arguzenn velestradurel da skoachañ gwelloc’h un emzalc’h forc’hellek hag ur youl fall bennak a-berzh pennoù bras an akademiezh a zispennje gant un dorn ar pezh a vije bet savet kentoc’h gant an dorn all ? Evit fentigellat e vez lavaret a-wechoù ez eo sistem melestradurel-politikel ar Frañs, ha dreist-holl he sistem deskadurezh, ar sistem soviedel nemetañ deuet a-benn da badout. Seul luzietoc’h seul vuioc’h a dud gopret, seul luzietoc’h c’hoazh, ha sternidi evit sterniañ ar sternidi, kontrolerien evit kontroliñ ar gontrolerien ha kement zo. Mamout, amañ ‘maout ! Hag e tiskouez ar stadegoù deomp koulskoude  e kas an deskadurezh gall da greskiñ an digevatalderioù hag an diforc’hioù a chañsoù da zont a-benn, ha penaos ez a war zisteraat al liveoù lenn, kompren ha jediñ e dibenn ar c’hentañ derez. N’eo ket barregezhioù micherel ar gelennerien a vez kaoz a gement-se met kentoc’h ar mank a fiziañs hag a emrenerezh degaset d’ar skipailhoù, hag alese ar mank a intrudu, a ijin hag a azasadur lec’hel, evel m’en diskouez skouer kontrel Finland. Mat e vefe klask kompren perak e teu a-benn Alamagn, gant koust publik hollek an deskadurezh kazi heñvel ouzh hini ar Frañs da c’hoprañ kalz gwelloc’h (35  % ouzhpenn) kelennerien niverusoc’h (50 000 ouzhpenn) evit kazi ar memes niver a skolidi. Tizhout a ra dispignoù melestradurel an deskadurezh e Frañs 3,5 miliard a euroioù pa na savont ket da 1 miliard e tu all d’ar Rhein war ur budjet hollek heñvel a 71 miliard a euroioù, met koust skoliata un den a vez aze 1000€ / bloaz nebeutoc’h evit ar memes efedusted pedagogel hervez Ensavadur Thomas More. A-benn ar fin ne chom da Absurdia nemet un dibab rak ar rouestl hag al luz : pe simplaat pe « semplañ », steuziañ a fell din lavaret