Tro-Breizh

E 1994 e kroge ar valeerien gant o c’hentañ kerzhadeg. Warlene e echue an troc’had-hent e Kemper  bet kroget e Gwened. Dilun vintin eo adkroget ar valeadeg e Kemper evit mont dre an hentoù bihan war-zu Kastell-Paol.

p.3 tro breizh

Goude un oferenn e iliz-veur Kemper, ur gest diouzh ar c’hoant e daou mell gwenn-ha-du staliet e-maez an iliz-veur eo loc’het an 1300 baleer evit 23 km war-zu Landudal, ha Brieg en ur dremen dre chapel sant Gwenole, traonienn ar Stangalac’h, bourc’h Lestonan… Betek Landudal e vez kemeret ar memes hent ha ma oa seizh vloaz zo, met goude e vo un hent nevez, eeunoc’h, a gaso an dud war-zu Kastell-Paol, a vo tizhet d’ar 6 a viz Eost goude 134 km, ur wech tremenet dre Bleiben, Sant Riwal, Gwimilio, Penze…
Bep bloaz
E 1994 e oa bet roet lañs d’ar gerzhadeg gant ur gevredigezh anvet “Les Chemins du Tro-Breizh” gant ar soñj adloc’hañ gant baleadegoù bras ha pirc’hirinajoù, o liammañ ar seizh sant diazezer a gonter e Breizh, ha neuze ar 7 kêriadenn, Brieg ha Malo en o c’hêr, Samson e Dol, Patern e Gwened, Kaourintin e Kemper, Pol Aurelian e Kastell-Paol ha Tugdual e Landreger. Er bloavezh 2000 e oa bet echuet an dro gentañ. Goude ur gerzhadeg e Bro-Gembre e loc’he ar valeerien e Breizh evit un eil tro, etre 2003 ha 2009. E 2011 e loc’he en-dro eus Landreger evit an deirvet tro a echuo eno e 2017.
War an hent
Lod a bedo. Lod a blijo dezho anavezout o bro ha tañva ar sevenadur. Meur a fest-noz a vo aozet a-hed ar sizhun, evit ar re o deus c’hoazh un tamm startijenn.
Ul levrig a vez roet da bep kerzhour evit ma rafe gwellañ anaoudegezh gant al lec’hioù m’en em gavo enno. Pelloc’h eget ur birc’hirinaj eo ivez ur gejadenn gant ur vro.