KINTOA

paol minguantSur-awalc’h ho peus bet tro da glevet anv eus ar vroig-se e beg traonienn Aldude en Euskal Herria.
Test eo eus an tennderioù bet a-hed an amzer evit stabilaat ha tresañ an harzoù etre ar Frañs ha rouantelezh Spagn, met ivez eus an helebini etre annezidi an traoniennoù amezek evit implij ar peurvanoù uhel eno.

Gant an emglev anvet “Linenn Ornano” savet e 1785 eo bet troc’het en ur mod diboell beg an draonienn hep teurel kont nag eus kribenn ar pikernioù nag eus disparti naturel an doureier.
Ha padal ez eo ar memes doare saverien chatal, ar memes yezh hag ar memes pobl a vez kavet a bep tu d’an harz.
Kavet ez eus bet un diskoulm e 1856 gant feuremglev Elizondo : bez’ e c’hell saverien chatal traonienn Aldude implij ar peurvanoù en tu all d’an harz hag en em staliañ eno.
Chom a ra an tiriad Kint war diriad ar stad Spagn hogen un digoll a vez roet gant ar melestradur gall d’an traoniennoù navarek tro-dro.
Liammet eo an annezidi, ez-melestradurel, da gumun Urepele hag ar vugale skoliataet eno.
Evel-just eo bet atav ul lec’h tremen evit ar repuidi politikel hag evit ar floderien.

Pa ‘z it d’ober un dro vale war uhelderioù Aldude pe Urepele n’eus ken nemet un nebeud mein-bonn dister o tiskouez deoc’h emaoc’h war un harz, an deñved hag ar c’hezeg a glask o feuriñ lec’h ma kav dezho eo ar gwellañ avat.
Goude un ehanig evit debriñ un tamm morzhed-oc’h Kintoa hag un tamm fourmaj prenet en un ti-feurm en traoñ ha diskenn ur werennad Iroulegi e teu poent an diskuizh.
Ha lezel ar rambre da vont : peseurt ster a zo gant an harz-mañ hag gant an harzoù
er fin, pa ‘z int ken enebet d’an natur ha da vuhez ar pobloù ?
Gant ar ger galleg “frontière” eo anat ar respont : al lec’h m’en em gav tal-ouzh-tal div c’halloudegezh meur o klask pep hini eus he zu kaout an trec’h war eben. Ur perzh eus ar riegezh eo galloudegezh ur stad a zo bet diazezet peurvuiañ dre sujañ ar pobloù lec’hel evel m’en diskouez splann istor Frañs ha Spagn.
Kontrol-rik d’an demokratelezh eo kement-mañ hag amañ war an uhelderioù e vez meizet mat-kenañ penaos e ranker lezel bremañ ar poblañsoù lec’hel da zibab o hent, d’en em dermeniñ o-unan.
Tremen a rafer evel-se d’ur poell politikel diazezet war ar sujañ adal kreizennoù a c’halloud betek ur poell politikel a frankiz hag a gevredadur.