HAG A-BENN NEBEUT : AR BREIZHKINI !

Marteze eo bet ijinet dija : un dilhad kouronkañ o c’holoiñ ar c’horf a-bezh, nemet an dremm hag an daouarn, e danvez neopren pe all evit neuial pe bale aes e mor yen dindan pep amzer  a-hed aodoù Bro-Leon. Evel-just e rank bezañ seksi-kenañ, stummoù ar c’horf lakaet a-wel gant tres un erminig evel ma ra Paskal Jaouen.
Evel-se e vo peadra d’ober an diforc’h gant an dilhad splujañ all ha gellout a raio polised an tiez-kêr didoueziañ ar burkini diouzh an dilhad kouronkañ all. Afer ar burkini a c’hellje bezañ tretet dre ar fentigell hepmuiken, evel m’o deus graet kazetennoù saoz, pa ne vije skoachet gantañ traoù all estreget ur c’horf mistr. Ha diskouez a rafe ur youl ezteurel un identelezh relijiel ? A-benn neuze ne rankje ket trouzal kreñvoc’h war an traezhennoù eget gwiskamant ordinal ur seurez er straedoù. Pep hini ‘zo libr sañset ! Ha marteze pas. Lakaomp e fellfe d’ur bagadig Bretoned brudañ identelezh Breizh e Grenoble en ur aozañ ur c’hig-ha-fars. Dont a rafe an dud gant ar c’hoant dizoloiñ ha d’ar poent kuitaat n’en em santfent ket rediet da zebriñ ar meuz saourus-se div wech ar sizhun evit diskouez o c’hoant bezañ breizhad neketa ! Ar frankiz-dibab eo a ren, ha kement-mañ a empleg ivez an digorded spered hag ar c’hoant kreskiñ ar ouiziegezh personel, an doujañs d’an nesañ. Ur bennaenn ziazez eus Gwirioù an Den eo ar frankiz hag an diorren hiniennel. Alese an nec’hamant savet a-ziwar ar burkini. Marteze a-walc’h ez eus bet un dibab anat a-berzh ar merc’hed a zoug anezhañ. Kerkoulz all ez eus anezhañ ur merk a sujidigezh dleet d’ur gumuniezh islamek gwaskus, gwask an hengoun hag ar stroll war an hiniennoù, ha dreist-holl ar merc’hed. Hag ur merk ouzhpenn eus an diforc’hegezh etre paotred ha merc’hed savet diwar modoù zo da gompren an Islam. Pelloc’h eget se avat e c’hell bezañ meizet evel ur merk eus c’hwitadeg al laikekelezh a vod c’hall, al laikouriezh a vennan lavaret. War an digarez e rank an holl geodedourien bezañ kevatal e rank neuze an holl mestroniañ ar memes yezh eskemm diabarzh hag unan hepken, ar memes istor, ar memes sevenadur diazez hag ar c’helenn bezañ “neutral”. Kelenn neutral a dalvez amañ lakaat kemm etre ar sevenadur publik da vezañ mestroniet : galleg, reolennoù bevañ, lezennoù, ensavadurioù, istor ar republik… hag ar sevenadur prevez : yezhoù all, relijion, mod-bevañ ar familh, engouestl filozofel. Holl e ouezomp penaos e kas an “neutralegezh”-se da nac’hañ sevenadur al liesseurtegezh, emzalc’h diazez evit an degemerusted hag an tolerañs. En ur mod paradoksel e kas ivez war-zu ur “sevenadur a ziouiziegezh” o stummañ ur gevredigezh a-bezh na oar netra eus istor al lec’h m’emañ o chom, eus ar brezhoneg amañ (“ah bon, ça existe encore ?”) pe eus an euskareg eno, eus relijion e amezeg, eus an arzoù pobl ha kement zo. Mammenn bennañ an diskompren etre an dud eo an diouiziegezh.
Hunvreal a ran en un neutralegezh a lakfe kelenn istor al lies mennozhioù politikel, relijiel ha filozofel, a gasfe da gelenn orin ar yezhoù hag un tañva eus ar yezhoù komzet e Frañs, a emplegfe kregiñ da gelenn an istor hag ar c’heografiezh adal ar pezh a zo tro-dro d’ar vugale ha d’ar grennarded…hag a echufe gant “ha bremañ oc’h frank da zibab, doujit da bersonelezh ho amezeg, ha na rediit morse unan all da vont d’ho heul”.