Dibab gerioù evit lezennadurezh Bro-Skos

Emañ ar gouarnamant skosat o reneveziñ e lezennadurezh. Arbennigourion a labour evit eeunaat al lezennoù hag an doare da skrivañ anezhe. Hogen, hervez ul levrig bet embannet e-kreiz an hañv gant burev ar guzulierion barlamantel e vo gwelloc’h, hiviziken, forbanniñ eus al lezennoù skosat gerioù gouezelek zo, an troiennoù reizhet fall, ar gerioù estren ha latin hag ar gerioù kozh.

VLUU P1200 / Samsung P1200

An SNP eo a zo e penn ar gouarnamant emren en Edimbourg ha koulskoude eo kuzulierion leuret gant ar gouarnamant skosat a c’houlenn e vefe “forbannet ar gerioù gouezelek didalvoud el lezennoù nevez”.
E-barzh ul levrig a 116 pajenn embannet gant burev ar guzulierion barlamantel skosat ec’h ali al  lezennataerion d’ober “ar muiañ ar gwellañ” gant ar saozneg hag ar saozneg nemetken el lezennoù divizet ha skrivet gante.
Nebeut ha mat
Hervez ar “burev” e vez implijet muioc’h-mui stummoù gouezelek anvioù ensavadur-mañ-ensavadur ouzhpenn d’ar re saoznek.
Goulenn a ra ar c’huzulier Andy Beattie digant al lezennataerione e vefe soñjet en dro-lavar gouezelek “abair ach beagan is abair gu math e” hag a dalvez “lavarit nebeut ha lavarit mat” pa vez skrivet al lezennoù.
Hervezañ eo skrivet an dro-lavar-mañ ouzh unan eus mogerioù e vurev ha talvezout a ra da refleksionoù profitabl a-fet reizhded al lezennoù !
Eüruzamant, evel a sell ouzh ensavadurioù a bled gant ar yezh gouezelek evel “Bord na Gaidhlig” (Ofis ar gouezeleg), e c’hello al lezennataerion kenderc’hel d’ober gant ar stumm gouezelek da gentañ.
Evel-just ez eus bet kavet un tamm revelouriezh* el lezennoù skosat ivez ken ez eus bet goulennet  forbanniñ ar gerioù hag an troiennoù reizhet hiviziken.
Arabat ober gant gerioù a zo blaz ar c’hozh àrne ivez : foregoing, notwithstanding, said, same pe here/there-after-by-in-to-with.
Ha mont a ra pelloc’h ar guzulierion. Gwelloc’h e vo d’ober gant stumm saoznek ar gerioù estren,
Goulenn a reont ivez e vefe implijet al latin “an nebeutañ ar gwellañ”, nemet pa “ne c’heller ket ober mod-all”. Ur bern gerioù latin a vefe c’hoazh e-barzh al lezennoù breizhveuriek.
Hervez al “Lord Advocate” James Wollfe e klask ar guzulierion skosat “sevel lezennadurezh gwellañ ar bed”.
“Stadoù distag”
E-keñver he statud a emrenerezh he deus Bro-Skos ar gwir da sevel he lezennadurezh dezhi, hag hi disheñvel diouzh al lezennadurezh saoz (saoz ha kembreat, e gwirionez) hag ivez disheñvel diouzh al lezennadurezh breizhveuriek. E-keñver al lezenn n’eo ket ar Rouantelezh-Unanet un unvaniezh etre Bro-Saoz, Bro-Skos ha Norzh-Iwerzhon met nemet ur seurt kevread a “stadoù distag” – separate states – o liammañ Bro-Saoz, Bro-Skos, Norzh-Iwerzhon met ivez Enez-Vanav, Jerze, Gwernenez**, Alderne*** ha Sark (un enezennig e-kichen Gwernenez m’emañ 600 ennezour o veviñ enni).
Bro-Gembre a zo kontet da “astenn Bro-Saoz” – ur “briñselezh” hag un “Homes Nation” hervez al lezennadurezh saoz – daoust ma c’hell ar gouarnamant emren kembreat, abaoe 1999, “azasaat” al lezennoù saoz.

Fabien Lécuyer

* seksism
** Guernesey
*** Alderney