Degouezhet
01/08 /16

Degouezhet

Kenavo Europa, treuzet vez digudenn an harzoù etre Gres ha Turkia ! Dibaoe Athens omp 4 mignon o troadikellat war hent Konstantinopolis, anvet ivez Bizañs gwechall, pe zoken Istanbul !

p.5 Turkia India

10 kilometr a-raok an harzoù e vez gwelet diouzh a-bell ur banniel bras-meurbet “Degemer mat e Turkia !”
Kerkent e vez un aergelc’h nevez, ur yezh all, ur religion disheñvel, ur moneiz nevez, dilhad all… Setu ni splujet war ur blanedenn all !
Gant ar pezh a weler pe a lenner er mediaoù e oamp un tamm aonik a-raok erruout ! Padal omp bet en hon aez buan-tre ! Alies omp bet pedet gant tud ar vro da evañ banneoù “çay”, pe da zebriñ, hag alies-tre e tremenemp an nozvezh en o zi ! Ral eo bet an nozvezhioù dindan an deltenn !
Istanbul, war-dro 20 million a annezidi, 5vet kêr vrasañ er bed ! 50km war hentoù-tizh evit erruout e-kreiz kêr, ur gwallhuñvre evit ur marc’h-houarn ! Derc’hent hon degouezh zo bet ur vombezenn o tarzhañ e kreiz kêr… Piv ? Perak ? Evit diskleriañ petra ?… Kement a c’houlennoù ! Erdogan, prezidant ar vro, en deus darempredoù fall a-walc’h gant ar broioù tro-war-dro. Alies-tre o deus kontet tud ar vro deomp o disemglev gantañ. N’int ket plijet gant e zoareoù d’ober !
Dedennus-tre eo istor ar gêr ! Ur c’hroashent pouezus e oa gwechall, dreist-holl evit “Hent ar seiz”. Buan a-walc’h e kuitaomp Istanbul, mall warnomp dizoleiñ ha troadikellat e-kreiz ar vro, war ar maez ! Parkeier divent, menezioù liesliv, kêrioù bihan, lec’h ma ‘z omp pedet atav da bakañ ur banne… çay ! Kurius-tre int, dedennet gant hor beaj, ha gant ar pezh a c’hoarvez e Bro-C’hall “Aah, Zidane, PSG, François Mitterrand !”. Alies e tremenomp an nozvezhioù e tiez-feurm. Fardet e vez ganto laezh, fourmaj, bara, yaourt, vioù, kig, hag amann… hep holen ! Evit en em dommañ e lakaont kaoc’h-saout da sec’hiñ ha goude 6 miz int mat da lakaat en tommerezh ! Flaer ebet hag efedus ! Uhel er menezioù, e lec’h ma n’ez eus gwezenn ebet, e implijont an teknik-se !
Tremen a reomp 5 deiz e Kapadokia, ul lec’h digredus gant un istor hir ! Er reier zo bet kizellet miliadoù a vougevioù ! Savadurioù burzhudus en un endro lufrus ! Kousket hon eus er mougevioù, giz gwechall ! A-raok 1985 e oa familhoù o vevañ eno. Dibaoe eo bet enskrivet al lec’h-se e roll an UNESCO ha skarzhet int bet… Abaoe 3000 vloaz e veve familhoù eno. Bremañ n’eo nemet ul lec’h evit an douristed. Osteleri luks a zo o kreskiñ ‘giz tokoù-touseg, en un endro ken brav…
Lusket e vez hon devezhioù gant ar relijion. 5 gwech an deiz e vez klevet galv ar pediñ gant son ar voskeenn. Pouezus-tre eo ar relijion e Turkia, intret eo er vuhez pemdeziek. En holl gêriadennoù zo ur voskeenn, d’an nebeutañ, alies-tre gant livioù brav ha lufrus ! Tremenet hon eus un nebeud nozvezhioù er moskeennoù. Laouen eo an dud da degemer estranjourien ! Tost-tre int deus Ar C’horan, levr sakr ar Vuzulmaned. Ennañ eo skrivet e rankont degemer an estranjourien ‘giz unan deus ar familh ! Ha gwir eo, atav omp bet degemeret en un doare dispar. Morse n’hon doa bevet se a-raok !
Dre ma ‘z eo bras-tre ar vro hon eus c’hoariet biz-meud evit mont buanoc’h, mall warnomp erruout e Jeorgia hag Armenia !
Iran burzhudus
Etre Turkia hag Iran hon eus troadikellet 1 miz e Jeorgia hag Armenia. Un endro nevez, ur religion all (ortodoks ha gregorian), roudoù kreñv an URSS, alkool e-leizh… Ur bed all adarre eo an div vro-se, rust ar vuhez war ar maez ! Goude 6 ode da ouzhpenn 2000 metr omp erru e Bro-Iran, e penn kentañ un avantur nevez, ha n’eo ket forzh peseurt hini !

D’ur gwener omp erruet e Bro-Iran, un devezh dilabour, e-giz ar sul e Europa. Ar “pik-nik day” eo, er parkeier, e-kichen ar stêrioù, war bord an hent, n’eus forzh pelec’h ! Familhoù e-leizh, o rostañ ar c’hebab hag o tebriñ frouezh ! Pedet omp gant pep familh da bakañ ur banne çay, pe da zebriñ ur tamm kig ! A-dra-sur, e Bro-Iran ne c’heller ket mervel gant an naon !
Buan a-walc’h e erruomp e Tehran, 12 million a annezidi, sanket etre ar menezioù en norzh hag an dezerzh er su ! N’eo ket aes troadikellat eno, otoioù ha motoioù a zo e-leizh ! Ha war a seblant ne vez ket doujet deus kod an hentoù, ma ‘z eus unan… En holl e tremenjomp 3 sizhun, amzer ober ar vizaoù evi Sina, Tadjikistan hag Ouzbekistan. Kejet hon eus gant ur bern tud. Kurius-tre int gant an estranjourien !
C’hoant bras hon doa mont betek ar Persian Gulf, e Su ar vro. Hogen, da 1500 km deus Tehran eo, hag ober ur sapre beaj war varc’h-houarn. Dreist-holl p’eo rediet ar merc’hed gwiskañ dilhad hir, hag ur skerb war ar penn… Dindan 45°C ne vije ket bet plijus ! Setu loc’het omp. evit foetañ-bro ‘pad 2 sizhun. Ne vez ket gortozet evit c’hoari biz-meud. Kerkent ha ma weler un den war bord an hent e tarder an oto ! 5’ gortoz d’ar muiañ-tout ! Kejet hon eus gant ur bern tud en otoioù pe er c’hamionoù, ha tabutet e vez alies deus ar relijion, ar sevenadur… Un istor bras ha dedennus a zo amañ. Klevet hon eus holl deus an impalaerezh persan ha deus Persepolis. Lec’hioù istorel kozh a zo e-leizh, ha miret prop.
E 1979 zo bet an dispac’h islamek e Bro-Iran. A-raok ar mare-se e oa ur roue e-penn ar vro, ar “Shah”. Darempredoù mat a oa gant ar broioù european. Aes oa d’an Iraniz beajiñ er bed. Digor oa ar vro, ur skeudenn etrebroadel mat oa gant Iran. Dibaoe 1979 eo deuet da vezañ kalz strishoc’h al liamm etre ar religion hag ar gouarnamant. Kod ar religion en deus kemeret perzh er vuhez pemdeziek. Anvet e vez ar “Charia”. Bremañ eo ret d’ar merc’hed gwiskañ dilhad hir hag ur skerb. Dispartiet eo ar merc’hed diouzh ar paotred er metro hag er c’hirri-boutin, alkool ebet, difennet manifestiñ… Dibaoe eo diaesoc’h an darempredoù gant ar broioù all, ha diaes-tre eo d’ur c’heodedour iranian mont da veajiñ. Setu perak hon eus kejet gant un toullad tud hag a zo displijet gant ar gouarnamant, ha ne vo ket aes cheñch an traoù…
Dizoloet hon eus ar vuhez er menezioù. Tiez brav savet gant traezh, pri ha plouz, loened frank o peuriñ er parkeier divent, nomaded o vevañ gant o zropellad kivri…
Pinvidik-tre eo an natur war ar maez, ha leun a garantez gant an annezidi !
Eno n’int ket gwasket gant an eur, atav e kemeront amzer ganeomp.
Goude e loc’homp evit un 3 000km bennak war an hent, amzer deomp kenderc’hel gant hon hent war-zu Azerbaijan, en ur hedañ ar Mor Kaspien. Daoust m’eo distrujet alies ar gweledva gant ostalerioù nevez war bord ar mor hag al loustoni war an draezhenn, hon eus kejet gant ur bern tud dreist. Kuitaat a reomp Iran gant ur boan-galon, kement a blijadur hon eus bet eno !
En ur vuhez-pad ne vo ket posupl deomp reiñ kement hag a zo bet roet deomp en ur miz hanter e Bro-Iran. A holl ma c’halon e alian d’an holl foetañ-bro e Iran. Ne vo den ebet displijet !

D.R