Dantet gant ur piton

Tra ma oa Attaporn Boonmakchay, un Taïlandad 38 vloaz er privezioù er gêr, 90 km diouzh Bangkok eo bet taget gant ur piton tri metr hirder, deuet a benn da vont er gorzenn ha da zegouezhout betek ar c’hib* a-raok kregiñ ennañ.

Thailand Snake Ordeal

Tra ma oa Attaporn Boonmakchay, un Taïlandad 38 vloaz er privezioù er gêr, 90 km diouzh Bangkok eo bet taget gant ur piton tri metr hirder, deuet a benn da vont er gorzenn ha da zegouezhout betek ar c’hib* a-raok kregiñ ennañ.

Droug a oa er piton abalamour ma oa bet staotet warnañ. N’en doa ket c’hoant diskregiñ diouzh er staoter ha distardañ e zent. Hervez mediaoù ar vro he defe padet merzherinti ar paotr ouzhpenn un hanter-eur, memestra, a-raok ma teufe a-benn da zistagañ al loen gouez-se war-bouez ur gontell hag ur fiselenn gant sikour e wreg hag un amezeg dezho. Kaset e oa bet goude d’an ospital buan-tre.
Pa oa en e wele en doa digoret e galon d’ar gazetennerien. “.Ne ouiemp ket petra gober evit lakaat an naer da ziskregiñ. Chomet e oan er blegenn diaes-se e-pad munutennoù hir-tre. Hag a-daol-trumm em boa santet ne starde mui ar piton ken kreñv. Neuze e oan deuet a-benn gant ma dorn dieub da zistardañ e javedoù hag an naer en doa  diskroget e-unan.”
Kerkent ha pellaet dent al loen brein e oa bet ret d’Attaporn Boonmakchay – manet difrom e-pad keid all – kabestrañ anezhañ evit mirout outañ mont er-maez eus ar privezioù. Deuet e oa benn da stagañ penn an naer ouzh dornell dor ar privezioù.
Hervez ar vedisined e tlefe pareañ buan-a-walc’h. Mirout a raio ur gleizhenn 3sm hirder dezhi war e bidenn. Ezhomm oa bet ober krafoù. Chañs en deus bet ar paour kaezh den rak ar piton en defe e vac’hagnet. Seurt naered a c’hell bezañ dañjerus-tre evit mab-den.
Tennet e oa bet an naer eus ar c’han hag evit dont a-benn d’ober an dra-se e oa bet ret terriñ ar privezioù. Ar piton oa bet digabestret en natur, pell eus an tiez.
PLB