Bugale seizet o kerzhout en-dro

Ur c’hleñved neurokigennel a sko miliadoù a vugale bep bloaz eo atrofiezh ar c’higennoù. Gant ur greizenn enklask a Vro-Spagn zo bet peursavet un egzoskeledenn gouest d’ober labour kigennoù mab-den.

p.4 bugale

Skeiñ a ra ar c’hleñved-se war ar c’helligoù nervennek a vroud hag a ro urzhioù d’ar c’higennoù a zo er mel gwalenn-gein, a ya war washaat tamm-ha-tamm.
Abalamour d’an dra-se, ne c’hellont ket mui treuzkas sinaloù an empenn d’ar c’higennoù.
Ar re ziwezhañ-mañ ne c’hellont mui mont en-dro. Hag int da vont war wanaat, war vihanaat ha war skoanaat (1) tamm ha tamm.
Ar C’huzul Uhel Enklask Skiantel, ensavadur publik enklask pennañ Spagn, en deus diskuliet “ar c’hentañ egzoskeledenn” savet a-ratozh-kaer evit ar vugale klañv gant un atrofiezh kigennel spinal.
Arc’hantaouet eo gant Ministrerezh an Ekonomiezh ha programm Echord Unaniezh Europa hag ijinet eo bet gant ar skiantourien evit sikour ar vugale da gerzhout en-dro hag a-wechou, da gerzhout evit ar wech kentañ zoken.
Un egzoskeledenn speredek
Skoroù (2) hir graet gant aluminium ha titane a ya d’ober framm an egzoskeletenn-se savet diouzh korf ar bugel.
Ur rummad a gefluskerioù bihan ( 5 e pep gar) a ra labour ar c’higennoù a ya war skoanaat ha sikouret int gant santerioù (3) a ro tu da gontrolliñ ar fiñvoù.
Fardet eo bet an egzoskeledenn-se evit respont ouzh emdroadur ar c’hleñved en un doare emren. Juntoù speredek zo dezhañ a gemm sonnded ar mekanik hag a zo gouest d’en em ober ouzh cheñchamentoù korf ar vugale.
Bez’ eo ar c’hleñved kigennel spinal unan eus ar c’hleñvedoù neurokigennel grevusañ e-touez ar vugale. Abalamour dezhañ ne c’hell ket ar vugale kerzhout hag e tegas gwashadurioù (4) niverus evel ar skolioz, an osteoporoz hag ar skorter analañ (5).
PLB

gwashadur :                complication
santer :                        capteur
skor :                            support
diazezañ kloz ouzh :  s’ajuster
skoanañ :                     s’atrophier
skorter analañ :         insuffisance respiratoire