AMAMA

paol minguantUr film euskarek eo Amama (Mamm-gozh en euskareg) o kontañ deomp an diaesterioù savet etre ar remziadoù evit treuzkas un tiegezh hag ar skiant-prenet o vont da heul. A-holl-viskoazh eo bet treuzkaset an tiegezh dre ar pennhêr, ar mab henañ. Ha da geñver pep ganedigezh e voe plantet ur wezenn nevez e koad an draonienn. A-benn ar fin e vez diskouezet deomp kalz muioc’h eget kudenn voutin torridigezh an heuliad remziadoù war un atant. Pemp tudenn zo en arvest. Ar vamm-gozh a chom mut met lemm he selloù, seblantout a ra derc’hel alc’hwezioù an treuzkas o reiñ ul liv arouezius da bep gwezenn nevez. An tad eo an ozhac’h pennek o kiañ da zerc’hel oberiant an tiegezh en ur mod hengounel par ma c’hell. Emañ o prientiñ ar poent da reiñ e beadra d’e vab henañ deuet gour a-bellik zo dija. Hogen hemañ a ziviz kuitaat ar vro da c’hounit e dammig bara ha n’eo ket chom reuzeudik ha bevañ-bevaik. An eil mab avat zo bet lakaet ez-vihan dija da lezirek ha divarrek.N’eo ket dellezek da stagañ en-dro chadenn ar remziadoù, ha ren a ra e vuhez dezhañ o sevel ur familh, atav prest da reiñ dorn avat. Ar verc’h, hi, a zegas ar bed modern en ti. Goude he studioù war an arzoù e tistro er gêr e-pad ur pennadig. Emañ-hi o sevel un eztaoladenn fotoioù arzel ha dibabet ganti tem an treuzkas justamant, o lakaat he mamm-gozh da benntudenn. Buan-tre avat a sav bec’h etre tro-spered an tad, merket don gant an dle hag al labour tenn, hag hini ar verc’h merket gant an ijin, an emsoñjal hag ar frankiz. Ur poent bennak e tarzh pep tra : un deiz e samm an tad e heskennerez ha troc’hañ gwezenn-arouez e verc’h hag homañ ha tec’hout kuit da chom e kêr da vevañ asambles gant ur vignonez, muzikanerez anezhi, oc’h adkavout  ur familh all, hini an arzourien. Er fin e vo gwriet en-dro danvez ar familh en ur mod dic’hortoz evit pep hini, nemet evit ar vamm-gozh a seveno he soñj betek penn. Ha koad an oadvezh neolitek oc’h aztiñvañ, un imboudenn nevez ennañ. Meur a live meizout danvez ar film zo posupl. Dre ar preder war red ar remziadoù doareet gant al lusk-dilusk etre mirout start an hengoun ha krouiñ modoù nevez, ar pezh a vez un termenadur posupl eus ar c’hultur. Dre ar gizidigezh pa arvester ur gwir emgann etre santadoù an tudennoù, dreist-holl pa teu helavar-meurbet dremmoù mut an tad hag ar vamm-gozh. Er fin e saver ur goulenn a-zivout ster al liamm etre ni hag an amzer dremenet, etre ni hag hon douar sakr, hag ur goulenn all a-zivout ster ur gumuniezh ereet gant ur yezh ivez. Lavaret a ra ur c’hamalad euskarat a Vaiona penaos en deus sellet ouzh ar film-se 3 gwech dija…