Un ton nevez eus tu-all mor breizh

Kuitaat Europa a raio ar Rouantelezh-Unanet. Koulskoude zo liammoù kreñv etre tud ar vro ha tud an inizi-se.  Den ebet ne oar resis penaos e vo an dazont.  Evit magañ ar preder, setu ali un nebeud tud…

 

p.3 Rishiart Hincks

Rishiart Hincks

Ya, Breizh-Veuriz o deus lavaret o soñj, ha fellout a ra dezho kuitaat Unvaniezh Europa. Met piv e ar Vreizh-Veuriz-se?

Skosiz, hag Iwerzhoniz Hanternoz Iwerzhon, a fell dezho chom en Europa. Ar re yaouank dre Vreizh-Veur a-bezh a fell dezho chom ivez, ha c’hoazh ar braz eus ar re bet tapet ganto un aotregezh skol-veur, ne vern pe oad int.

Hag e Kembre hag e Kernev-Veur ? Ar braz eus Kembre zo deuet da vezañ tamm-pe-damm evel Kernev-Veur, da lavaret eo pe damsaoznekaet pe peursaoznekaet, met er c’hornoùigoù ma chom ar c’hembraeg un tamm bihan kreñvoc’h, da lavaret eo e Ceredigion hag e Gwynedd, an dud o deus mouezhiet evel Skosiz, a-du gant Europa.

Hag e Bro-Saoz e weler e fell da dud Londrez chom en Europa, an dud eno boas ouzh an embroidi, marteze, hag ivez emskiantek pa ouzont e tegas Unvaniezh Europa arc’hant ha labour d’ar vro. Digor eo o spered war ar bed. E Kerdiz, e Bro Morgannwg hag e Gwent e kreisteiz Kembre, e soñj an dud un tamm evel re Londrez. Er c’hornioù-se ez eus aozadurioù bras, ha muioc’h eus an annezidi a zo aes o bed ha prest da zegemer kemmoù er gevredigezh.

Pa seller tostoc’h, neuze, e teu gwall anat ez eo bet gounezet ar referendom gant ar re a-enep Europa dreist-holl 1.a-drugarez d’an dud dizesk, pe da nebeutañ, ar re hep nemeur a zeskadurezh, ha 2. a-drugarez d’ar re gozh, pe da vihanañ, ar re n’int mui yaouank.

Saozon al live kevredigezhel izelañ, evel Kembreiz dizesk ha paour kornioù damsaoznekaet Kembre, en em gav diaes o welet ar bed o cheñch, gant an deknologiezh nevez, da skouer, ha gant ar globalizadur, ha lakaet int bet da grediñ e c’hall bezañ adc’hounezet ur veurded romantel hag ul lorc’h broadel a oa kreñv gwechall. Kement-se n’eo nemet sorc’henn, met sur int e c’hall Breizh-Veur bezañ ‘Meur’ adarre. (N’ouzont ket talvoudegezh ar ger Great en anv-se, anat deoc’h).

Gant ar bolitikourien, ha gant ar c’hazetennoù, ez eo bet lakaet tud ar bobl da fuloriñ o welet torfedourien gwarezet gant Lez-Varn Gwirioù Mab-den Europa. Ret e vefe ret o c’hastizañ evel en amzer gozh pa oa reizh an traoù. Droug zo enno c’hoazh pa’z int bet rediet da cheñch ar c’hlogorennoù treden er gouleier evit doujañ da’n endro. Gwashoc’h c’hoazh e klemm kalz anezho pa glevont yezhoù estren tro-dro dezho pa’z eont d’ar stalioù pe pa gemeront an tren. Nemet saozneg ne zere e Bro-Saoz hag e Kembre saoznekaet ha kuitaat Europa a roio tro d’ar gouarnamant serriñ an nor war ar re eus an diavaez. Hag ar bobl, aet droug enno goude bezañ bet hegaset gant ur bern munudoù ha gant istorioù eus estrenien o wallañ merc’hed ha me ’oar-me, a zo bet roet tro dezho da ober reuz, ha reuz o deus graet! Cameron a ranke ober tra pe dra evit enebiñ kresk UKIP; ar referendom avat en deus roet lañs d’ar strollad-se.

Ar re n’o deus ket bet kalz a skol ha bourc’hizien gozh a bren alies kazetennoù evel The Sun ha The Daily Mail. Disheñvel-bras eo an eil kelaouenn diouzh eben met mennet o-div da bouezañ war ‘difenn idenetelezh Breizh-Veur’. Ar pennadoù en Daily Mail zo bet hogos bemdez diwar-benn enbroidi da Vreizh-Veur eus Europa, dreist-holl ar re n’emañ ket ar gwir ganto da vezañ amañ. Elfennoù gouennelour anat zo er skridoù-se. Anatoc’h c’hoazh eo se ar gasoni ouzh an estrenien e bruderezh ar strollad UKIP.

Trist ha disouezhet en em gav ar braz eus kembraegerien Kembre, evel ar braz eus yaouankiz Breizh-Veur a-bezh. Arc’hant Europa zo bet ur skoazell vras amañ er c’hornaoueg ha Londrez ne roio ket kement, hep mar ebet.

Gwashoc’h c’hoazh avat eo gwelet politikourien diboell an tu dehoù pellañ prest da ren Breizh-Veur, adal miz Here. Du e seblant an dazont evidomp, ha ni paouroc’h n’eo ket hepken a-fed an arc’hant met ivez evit a sell al liammoù gant Europa.

 

 

p.3 Brexit Kervegant Ya! P1000259

Dominik Kervegant

“An dianav a rog ac’hanon” a weler skrivet àr talbenn ur mirdi en hor c’hêrbenn. Bremañ e ouiomp penaos o deus votet Breizhveuriz: an dianav an heni eo o deus dibabet.

Bremañ e weler spisoc’h n’eo ket get o gevier e oa roget ar re o doa kabalet evit ar Brexit, nag ar re all naket. Ha keuz o do deiz pe zeiz ? Ret eo din lâret on trist. Anavout a ran  Kembreiz, Breizhveuriz, tristoc’h egedon c’hoazh ! Chalet on get un draig c’hoazh: hervez ur politikour saoz, ne vo netra cheñchet evit estrenien europat Breizh-veur, namaet n’o do ket ar gwir ken da votiñ. Ha ret e vo din cheñch broadelezh, ma heni paper eta? Ne c’hellin ket bouezhiañ evit ar strollad politikel tostañ doc’hin, Plaid Cymru. Petra gwazh a zo é c’hortoz ac’hanon?

Meur a zisparti a zo e Breizh-veur, an heni etre ar remziadoù eo an heni anatañ pa felle d’ar muiañ niver a dud kozh kuitaat an UE. Pesort gaou o deus graet d’ar yaouankizoù? Ken anat eo an disparti etre ar bobl hag ar bitaoded, an dud deskamant dezhe, just-èl e Bro-Gall. Petra soñjal c’hoazh a c’hevier Farage, paotr ar strollad UKIP, Le Pen Breizh-veur?

Meur a unan a zo bet souezhet é welet Kembre, dreist-holl an tachadoù bet sikouret a-gozh get an UE, é votiñ evit ar Brexit. Kontelezhioù kembraeger Kardigan ha Gwynedd a oa a-du evit chom en UE. Daousto ha taolet eo bet mojenn Kembre disheñvel doc’h Bro-Saoz d’ar yoc’h teil da zeiz ar Brexit? Petra vo tonked ar c’hembraeg? Ho pet soñj e oa bet sinet get Breizh-veur “ar Garta, ha “ratifiet” zoken.

N’eus nemet goulennoù é sevel, re nevez bemdez. Goude bout bet é chom e-mesk Kembreiz e-pad ken pell, 22 vlez, e kredan c’hoazh eo fin pobl Breizh-veur. A-fet bout fur n’eo ket ken anat. Skosiz hag Iwerzhoniz a vo komzet kalz doc’hte ivez, edan berr !

 

 

Ya! 387.yf.indd

Morwenna Jenkin

D’an 23 a viz Even eo bet votet gant ar Rountalezh Unanet da guitaat Unaniezh Europa.  Den ne oar dre just peseurt lezevon en do ar referendom-mañ war vuhez an dud e Breizh Veur hag en Europa.

An deiz war-lerc’h

Aet on da gousket diouzh noz d’ar Yaou 23 a viz Even gant ar c’heleier e c’hounezfe ar re REMAIN ar referendom ha da 7:15 d’ar Gwener 24 a viz Even on bet dihunet gant mouezh Joan Bizien o lavaret “a-benn ar fin e kuitaio  Ar Rouantelezh Unanet  Unaniezh Europa”.

Skodeget, digalonekaat, ankeniet, setu an dud o tihuniñ e-giz m’o defe poan blev. Petra a zo c’hoarvezet ? Penaos eo posupl ? Ret eo din anzav n’anavezan den en dije votet evit mont kuit met 51,9% eus an dud o deus bet graet, memes tra. Ar re yaouank o deus votet evit chom hag ar re gozh evit mont kuit dre vras ivez. Pa vez klevet er skinwel an abegoù; c’hoant adkemer hor bro, chom hep reiñ arc’hant da Europa, derc’hel an arc’hant-se er gêr, re a lezennoù rediet gant Europa, re a estrañjourien o kemer micherioù ar Vreizhveuriz, c’hoant distreiñ d’an amzer dremenet… e c’heller soñjal n’eo ket bet barrek a-walc’h ar strollad REMAIN  da respont gant arguzennoù sklaer, pe marteze an dud n’o deus ket bet c’hoant da selaou !

D’ar Gwener 24 a viz Even dija e komprener ne oa ket gwir na posupl unan eus an arguzennoù bet roet ganto; Reiñ ar £ 350 milion a vez roet da Vrusel bep sizhun da servijoù ar yec’hed. Setu un touell dizoloet re ziwezhat. Ha touellet eo bet an dud ? Ret vo gortoz un tamm evit gwelet met sur eo ez eus bet savet troc’hoù er gevredigezh, roet aon d’an enbroidi, lakaet kasoni da sevel, ha lakaet diaes an ekonomiezh. Start e vo evit ma bro c’henidik, Kerne Veur, ur vro baour a zo bet sikouret kalz gant Europa, hag he yezh  a vo en arvar hep ar sikourioù hag an anaoudegezh-se. N’eus den a gred e vo sikouret kement gant Gouarnamant Londrez en amzer da zont.

Ha bremañ ?

Chom a ra goulennoù hep respontoù a-vil-vern. Roet eo bet e zilez gant Cameron, ar Ministr Kentañ, piv a gemero e blas ? Ha votet vo gant ar gouarnamant a-benn ar fin da gadarnaat ar mont kuit ? Pegoulz ? Penaos ? Peseurt emzalc’h a vo gant ar stadoù all ? Lod eus ar re o deus votet evit mont kuit a lavar bremañ ne soñjent ket gounit, un eil referendom a c’hellfe bezañ ? Penaos e vo evit an Europiz o chom pe o studiañ er Rouantelezh Unanet ? Petra a c’hoarvezo gant Bro Skos he deus votet he annezidi da chom ? Ur referendom all evit bezañ dizalc’h ? Iwerzhon an Hanternoz hag an harzhoù gant ar republik, penaos e vo ? Feurioù an amprestoù a gresko, paouroc’h e vo an dud, al lur “Saoz” a zo kouezhet dija.  Breizhveuriz war o leve o chom en Europa a gollo arc’hant diwar o leve, mont a rafent kuit ? Hag evidon marteze e vo ret din goulenn ar vroadelouriezh C’hall. Biskoazh kement-all !

 

 

Andrew Lincoln

Andrew Lincoln

Ya ! : Petra a sonjit eus an disoc’h ?

Andrew Lincoln : Meur a elfenn a c’hell displegañ disoc’h ar votadeg.

Ar « vrexiterien », evit an darn vrasañ anezho, a zo ar re o doa gouzañvet dijà diwar politikerezhioù nevez-frankizour Margaret Thatcher. Gwelet o deus o live-buhez o tiskenn goude enkadenn 2008 ha ne reont ket fiziañs ken er bolitikourien e-karg nag en arbennigourien. Abaoe 2004 eo deuet lanv bras enbroidi Europa ar reter da vezañ « bouc’h ar pec’hedoù » evit kudennoù sokial ar vro n’o deus graet nemet kreskiñ gant ruster gouarnamantoù David Cameron. Diskar an impalaeriezh ha dihun ar broadoù keltiek o deus lakaet ivez lod moarvat da gaout aon evit identelezh Bro-Saoz.

Ya ! : Penaos e welit an dazont  ?

A.L. : Un taol a-eneptañ e-unan en deus tennet aze ar Rouantelezh-Unanet. Gwanaet e vo hec’h ekonomiezh pa ‘n do kuitaet an UE.

Marjinalizet e vo a-fed geo-politikerezh ha muioc’h a chañsoù a vo e tarzhfe ur rouantelelezh n’eo ket gwall unanet ken.

En danjer e lak ivez disoc’h ar votadeg dazont Europa. Ma n’eo ket gouest Bruxelles da daliñ ouzh an enkadenn, e c’hellfe an traoù c’hoarvezout er broioù all, gant un efed domino.

Ya ! : Ur troc’h a zegaso etre tud Breizh veur ?

A.L. : Rannet don eo bet ar Rouantelezh unanet gant ar referendum : rannet etre Bro-Skos ha Bro-Saoz met ivez en diabarzh Bro-Saoz etre ar bolitikourien hag ar bobl, etre ar gêrbenn ha peurrest ar vro hag etre ar rummadoù. Startoc’h c’hoazh e vo ar jeu en Iwerzhon an hanternoz.