Marrakech, kêr ar burzhudoù
11/07 /16

Marrakech, kêr ar burzhudoù

Meur a wech on bet e Maroko, ur vro blijus gant tud degemerus, atav prest da rentañ servij. Met ne oan ket bet c’hoazh betek Marrakech, ken brudet m’eo bet kêrbenn  Maroko da vare ar Grennamzer.

 

E miz Meurzh diwezhañ em eus kemeret un c’harr-boutin evit mont di, o loc’hañ eus Agadir. Dindan teir eurvezh on degouezhet du-se. Brav eo an hent tizh, menezioù  skarnilet a bep tu, ur wech dre vare un tropellad deñved o klask ur c’heotenn ral e-touez ar vein krazet gant an heol berv. Sioul ha doujus eo ma c’henseurted e-bourzh ar c’harr-boutin. Ur wech degouezhet en ti-gar em eus kavet diouzhtu ur blenier taksi prest da gas ac’hanon betek un ostaleri e-kreiz kêr. Un tammig uhel e oa ar priz met re bounner e oa ma malizennoù evit mont war-droad.

Un degemer eus ar c’hentañ ha setu me prest da vont da zizoleiñ unan eus marzhoù Maroko lakaet war listenn an Unesco kerkent hag e 1985.

 

 

Ambroug

Pa chomer a-sav da sellout eus tra pe dra e teu atav unan bennak da c’houlenn ha kollet e vezer, prest atav d’ambroug an den un tammig. Dav eo respont gant ur mousc’hoarzh.

Prest int da gas ar weladennerien da di unan eus o mignoned a werzh dilhad pe botoù evel  babouchoù evit ur priz n’heller ket kaout e kêr. N’em boa ezhomm a netra nemet bezañ estlammet a glasken. A-raok mont e-barzh ar Medina on chomet souezhet dirak ar ramparzhioù, 10 kilometr a hirder dezho, 10 metr uhelder, liv ruz dezho abalamour d’ar pri prad a zo bet implijet a-hed ar c’hantvedoù. Ur bern laboused a vev e-barzh toulloù ar mogerioù kreñv-mañ.

N’heller ket mankout ar C’houtoubia, ur savadur relijiel eus an 12vet kantved. Bemdez e teu Muzulmaniz da bediñ enni. Liorzhioù kaer gant gwez palmez da zegas un tammig a freskadur.

 

 

Djemaa el Fna

Tamm-ha-tamm e tostaan eus plas Djemaa el Fna en ur dreuziñ ar soukoù a zo er gêr gozh, gant ruioù strizh hep re a sklêrijenn, ur bern stalioùigoù a bep tu. O werzhañ bitrakoù evit netra pe stalioùigoù a-feson gant danvezioù brav evit tud pinvidik. Bep bloaz e teu amañ 2 vilion a weladennerien eus a bep tu d’ar bed.

Pebezh arvest, ur wech war al lec’h. N’ouzer ket war beseurt tu treiñ ar penn. Trouz zo, evel-just, gant sonerien a bep seurt hag ivez danserien gwisket kran. Ar bobl en em vod tro-dro dezho.

A-raok pell e vo galvet ar weladennerien gant an hoalerien serpanted. Dont a reont gant o loened, o lakaat anezho war ar choug, o kinnig tennañ ar poltred, evit kalz arc’hant ma ne vez ket marc’hataet.

Arabat klask tennañ poltredoù dre guzh. Atav zo unan war evezh ha dav e vo digoll anezhañ.

Bernioù orañjez a zo e pep korn hag evit ur bennozh-Doue e vo kinniget un tasad evaj fresk ! Nag a vad e ra ! Ar werzhourien – fentus evel ma ’z int – a zo atav prest da farsal gant ar pratikoù. Unan en deus lakaet ur Gwenn-ha-du war e stal.”Ur mignon breton en deus roet ar banniel-mañ din.” a zisklerio an den, lorc’h ennañ.

Atav ez eus unan bennak a gav ho peus boteier gwall boultrennek ha prest eo da stagañ gant e vroust evit ma vefent lufrus.

 

 

Boued

Goude ur prantad eo prest ar penn da darzhañ gant tout ar pezh zo bet merzet dindan berr amzer ha netra gwelloc’h eget mont da azezañ evit pakañ ur banne ha d’en em lezel da vezañ boemet gant aergelc’h ar blasenn..

War-dro 5 eur e tigor an tier-debriñ. Ne chom nemet da choaz boued fonnus evel an “tajin”, boued poazhet en ur pod pri, stumm ur c’hloch dezhañ. Ur mechoui a zo ur ger arabek a dalvez kement ha dañvad rostet. Ar pezh en deus souezhet ac’hanon ar muiañ eo ur bern teodoù deñved, dreist-holl, met ivez reoù ejened poazhet e-barzh an dour e-pad pell a-raok bezañ servijet gant bara ha chaous. Ur meuz priziet-kenañ eo. Bez’ e c’heller azezañ aze, e-tal an teodoù, ha bec’h dezhi.

Ar re a zo un tammig skuizh gant o devezh a c’hell ober un droiad en ur charabañ a bep seurt liv. Un doare all da gaout gwellañ gweled war an takad. Daoust din beajiñ va-unan e seblante din e oan e surentez, hep ober traoù diot, evel-just.

 

 

Ha pelloc’h

Gronnet eo Marrakech gant menezioù uhel a vez gwelet erc’h war o lein. Eus ar menezioù-se e teu an dour a lak frouezh, legumaj, gwez olivez ha gwez palmez da greskiñ buan.

E kêr ivez ez eus palezioù evel hini El Badi, implijet gant ar sultaned da zegemer tud a renk uhel eus broioù ar c’hornôg. Par eo un tammig eus an Alhambra, e kêr Cordoue, e Bro-Spagn  bet e-pad pell ur vro vuzulman. E-barzh e vez kavet liorzhoù gant strinkennoù dour. Un dudi…

Roue Maroko en deus ur palez e-barzh ar gêr, goudoret gant mogerioù uhel, pintet warno ur vandennad c’hwiboned oc’h ober war-dro o foñsined hag o teurel evezh ouzh an douristed,  diwallet mat ha deuet mat.

 

 

Yann Kerivoas