E Goulimine, e foar an dremedaled
25/07 /16

E Goulimine, e foar an dremedaled

Da 200 km bennak eus Agadir, war-zu ar c’hreisteiz davet Sahara ar c’hornôg, emañ Goulimine. Evit mont di n’eus nemet un hent bras savet gant ar C’hallaoued da vare an trevadenniñ, warnañ nemet kirri-samm o tont eus Maoritania pe c’hoazh eus ar Senegal.

OLYMPUS DIGITAL CAMERA

Abred e loc’homp eus Agadir. Noz eo c’hoazh. Gwelet e vez un nebeud kirri-samm leun a legumaj o loc’hañ evit broiou Europa.” Deus amañ e ya kuit ar sivi a vez kavet e marc’hallachioù Frans e miz C’hwevrer. Dindan 2 zevezh e vint degouezhet.”, a zispleg ar blenier. Amzer da sellout ouzh an heol o sevel hag emaomp er menezioù an Anti-Atlas.

Seul dostoc’h eus Goulimine ha seul rouesoc’h ar c’hirri. War bord an hent panelloù o lârout diwall eus an dremedaled. N’em eus ket gwelet unan kent en em gavout er foar.

Ar foar

A-raok mont da sellout ouzh an anevaled eo dav treuziñ leur an deñved, ur bern outo hanter strafuilhet gant an trouz, ha da c’houde leur ar saout. Ar re-mañ n’int ket lart evel e Breizh rak n’eo ket druz ar peuriñ dre amañ. Ur marc’hadour a werzh foenn ha plouz dre vouetell. Kalz tud a zo gwisket e glas gant ur seurt tulban tro-dro d’o fenn. Amañ e vezer e-touez an Douareged, tud an dezerzh.

Un tammig pelloc’h, eus tu ar mogeriou bras, emañ foar an dremedaled. N’eus ket kalz diouto. “A-raok e teuent war-droad gant o evezherien. Ur miz e oa ret lakaat evit dont eus ar Mali pe eus Dakhla. Breman e cheñch an traoù. Gant kirri e teuont, alies.” a vez displeget din.

Prizius eo an anevaled-mañ evit bevañ en dezerzh. Mat eo o laezh evit an dud klañv hep startijenn. Talvoudus int evit dougen sammoù pounner-tre.  Saourus eo o c’hig evit tud ar vro. Implijet e vez o c’hroc’hen evit ober a bep seurt traoù, boteier lêr, dilhad ha betek an dent a servij evit ober bravigoù gwerzhet war ar marc’had. War-dro 1000€ e koust ul loen a-feson.

Start ar vuhez

Keit hag m’on chomet war ar foar n’em eus ket gwelet kalz pratikoù dedennet ganto. Gant an deñved e oant, kentoc’h. “Ne vez digoret ar foar nemet d’ar sadorn betek derou an abardaez.” a zo bet displeget.

Plijus em eus kavet mont e darempred gant an doucherien, tud sioul boazet da vevañ en digenvez dindan ar seizh amzer, atav war evezh.

Muioc’h-muian a repuidi a vez gwelet  ivez er vro. Kejet em eus gant unan e-kichen ar foar, o tont eus Gambia, un tamm douar hir ha strizh  e-kreiz ar Senegal. Komz a rae saozneg ha klask a rae un tammig arc’hant evit distreiñ d’ar gêr. “Amañ eo re start ar vuhez evit tud eveldomp. Klasket em eus treuziñ evit mont betek Europa. C’hwitet em eus war ma zaol. N’em eus netra ken. Pellgomzet em eus d’am mamm da lârout dezhi e oan war hent an distro met an hent a zo hir ha leun a zañjerioù dreist-holl evit treuziñ Maoritania.”, emezañ.

Kudennoù ar bed a-bezh, betek e foar an dremedaled.

YK