Brexit

Lavaret o deus “leave” hag “out”, da lavaret eo ‘kuitaat’ hag ‘er-maez’. N’eo ket deomp-ni da varn anezho evel-just, met ur wech c’hoazh e teu diouzhtu war hor muzelloù al lavar kozh “ar Saozon milliget !”, hag e chomomp un tammig sabatuet. Kement a liammoù hon eus savet gant Breizh-Veur abaoe hanter kant vloaz ma ouezomp mat e kendalc’himp da vont di, hag int-i da zont amañ, nemet marteze e kousto keroc’h dezho peogwir ec’h izelaio al lur saoz. Gant ma ne vo ket lakaet en arvar ar B.A.I. !

Anat a-walc’h e oa e votfe Bro-Skos evit chom en Europa : o c’hoant da vezañ dizalc’h diouzh Bro-Saoz a zo atav ken kreñv, hag ar “Brexit” a roio tro dezho da lakaat war-sav ur referendom all. N’hon eus ket santet an hevelep c’hoant e Kerne-Veur ’lec’h ma vedomp eizhteiz ’zo. Er c’hontrol, niverus ’oa ar panelloù “leave” er vro-se, bet sikouret kalz koulskoude gant an Europa evit he hentoù. Gwir eo ivez ez eus deuet kalz tud da chom e Kerne-Veur evit o retred, hag eo echu amzer ar vengleuzioù-staen ha zoken ar pri-gwenn. War zisteraat eo aet Kerne-Veur, ha pa ’z a fall an traoù e vez ret atav kavout ur bouc’h da vazhataat, amañ an Europa !

Kenderc’hel a raimp koulskoude da vont di, rak kalz eus hor gwrizioù a zo eno, hag an doare ma ’z omp bet degemeret e St-Day, e Kea, e Sclerder, e St-Neot… a lavar deomp ez omp breudeur, hag eo a bouez bras evidomp ’vel evito magañ an darempredoù-se a dosta hor broioù an eil ouzh eben. Disparti ar “Brexit” ne ’z a ket betek donded hor c’halon, hag an harzoù a zo graet evit bezañ treuzet !.