AN DEMOKRATELEZH : UR BENVEG EVIT SEVEL AR RES PUBLICA EUROPAT

Ha setu graet ar jeu : divizet zo bet gant lod pennañ ar Saozon hag ar Gembreiz kuitaat Unaniezh Europa. Hag ez eo ar c’hontrol-mik gant ar Skosed hag an Iwerzhoned an Norzh. Gwazh a se evit Europa a lavar lod, gwazh a se evit Bro-Saoz moarvat, met  marteze ivez gwell a se evit an U.E. N’emaon ket o vont da renabliñ an titouroù faos hag an dislavarioù bet distaolet a-hed hag a-dreuz ar prantad kabaliñ evit ar referendom. Meur a wech e seblant bet trec’h ar santimant war ar poell , evel alies da vare enkadennoù. En ur mod diemskiant marteze e vije deuet war wel un doare hiraezh da veurdez an impalaeriezh viktorian, da verzh ar C’hommonwealth…Gant al lorc’h hag ar fouge da vezañ bet lañserien an ekonomiezh vodern drezo o-unan e kendalc’hfe a remziad da remziad ur santimant intret mat er speredoù eno, evit ar re goshañ peurgetket : ur skoilh eo ar re all. Ez-lojik, pa ginnige Churchill mont war-zu Stadoù-Unanet Europa goude an eil brezel bed e soñje-eñ er c’hevandir europat, ar Rouantelezh-Unanet o kenderc’hel eus he zu gant ar C’hommonwealth ha gant ar Garta Atlantel. Ez-lojik, pa nac’he De Gaulle degemer R.U er Gumuniezh Ekonomikel Europat ez eo dre ma soñje dezhañ e oa kement-se ur mennozh dinatur rik, goude bezañ prenet skiant e Londrez. Unan eus dislavarioù pennañ a welan eo an enebiezh etre ar youl diskouezet da vezañ dizalc’h evit gellout reiñ muioc’h a bouez d’ar galloud finañsel er City… Hag an dalc’h spontus degaset evel-se war ekonomiezh ar vro gant ar gapitalouriezh etrebroadel. P’en em gavo ar Saozon o-unan-kaer dirak ar bed, ha kement-se a c’hoarvezo sur a-walc’h,  e talvezo o “brasoni” kement hag a-boan 2 % eus PIB hollek ar bed (0,6 % eus ar boblañs bedel), hag ar re baourañ anezho a vo evel ur variadennig justaat eus ar finañs bedel. Ar pezh ez int dija emit-hu, gant o 3 milion a “zero-hour contract” ! Dizalc’hoc’h bezañ e-unan eget en em gevrediñ gant ar re all ?

Da c’hortoz e vo marteze diviz ar Saozon un dra emsav evit ar Skosed hag an Iwerzhoned : lod Skosed o doa nac’het an dizalc’hiezh a vo prest da votiñ a-du evit chom en Unaniezh. Evit Iwerzhon eo ar goulenn adunaniñ a vez lakaet a-wel. Ha marteze a-walc’h e c’hellimp un deiz bennak trugarekaat pobl ar groaz ruz da vezañ lakaet an Europiz da brederiañ en-dro war ar raktres kevrediñ o broioù. Emaomp e dibenn ur c’helc’hiad, hini an ekonomiezh a vod liberal lañset e 1951 gant ar C.E.C.A. hag ar marc’had boutin e 1957, ha broudet d’en em deurel er sistem liberal – rik adal 1973… gant ar Saozon. Deuet eo Unaniezh Europa da vezañ ar c’hentañ galloudegezh bedel, hag a-bell, a-fed kenwerzh hollek, tra ma ‘z a war zisteraat he fouez bedel da geñver ar produerezh. Neuze ec’h en em gavomp gant ur c’hevandir pinvidik divarrek da reiñ e lod hag ul labour da bep hini. Gant ur c’henglotadur eus ar politikerezhioù sokial hag an tailhoù e teufec’h a-benn da steuziañ an dislavar-mañ. Gant ur gwir galloud divizout hag hentañ roet da barlamant an U.E e teufec’h a-benn da greñvaat perzh ar pobloù en divizoù hollek.

Sellomp en-dro ouzh prederiadennoù savet da geñver kendalc’h Den Hagen e 1948. Eno e oa bet trec’h ar spesialisted hag ar vinistred  d’ar gevredadelourien kaset gant Alexandre Marc ha Denis de Rougemont1. Poent eo bremañ stagañ en-dro gant ar gostezenn gevredadelour. Unan eus diazezoù meur ar gevredadelouriezh a vez klask sevel liveoù divizout poellek o klotañ gant an ezhommoù publik. Ma vez klasket lakaat boutin ar politikerezhioù bras evit bezañ efedusoc’h e ranker ivez ken fonnus all reiñ fiziañs hag emrenerezh frank d’ar c’humuniezhioù lec’hel. Ar pezh a c’hell bezañ divizet war al live tostañ eus buhez an dud n’en deus ket da vezañ renet war ul live hollekoc’h : an demokratelezh evel benveg evit diazezañ ar Res Publica Europat. Chañs ebet da lakaat Saozon da gompren kement-mañ ! Ha Frañsizien…gwashoc’h c’hoazh ? Hag ar “Breizhkuit” evel diskoulm ?

 

 

(1) Prederiomp war an diverradenn eus ar c’hendalc’h, savet gant De Rougemont : “Tennet o deus mistri ar c’hendalc’h ar gaoz digant ar bobl european evit he reiñ da vinistred, o deus he implijet evel a ouezomp”. Istor Unaniezh Europa diverret gant dek ger bennak.