A-bell pe A-dost…

Deomp d’ober un tamm tro e Park Broadel ar Manù er Perou. Kentelius-meurbet eo ar pezh a c’hoarvez eno evidomp ivez peurgetket. Lec’hiet eo ar park trovanel-se, savet e 1973 e traoñ d’an altiplano, ur 100 kilometr bennak eus Cuzco pe eus ar Machu Picchu war-du ar reter, ha ken ledan hag hogos 2 zepartamant breizhat eo. Anavezet-mat eo gant ar viologourien evit bezañ unan eus lec’hioù m’eo ar pinvidikañ ar violiesseurted ennañ. Annezet eo gant ar meuriad amerindian Matsigenka a vez gwelet anezho evel diwallerien ha merourien ar park dre o mod bevañ tost ouzh an natur, dasparzhet anezho en un 10  annezadur stabil. Chaseal ha kutuilhañ a reont just ar pezh zo ret, hepmuiken, hag e tiarbennont hardizh ar vigrierien2 o klask war-lerc’h ar geparded. Er c’hêriadennoù war glann ar stêr Manù e raer skol d’ar vugale (e spagnoleg) tra ma vez techet ar yaouankizoù da guitaat buan o neizh evit labourat er mengleuzioù pe gant diskarerien koad en eskemm da c’hoproù dister spontus. Hag aze emañ an dalc’h : pegeit e pado c’hoazh gwarezerezh ar park naturel pa weler penaos eo kenkizet buan ar rannbarzhioù tro-dro gant embregerezhioù eztennañ gaz naturel amañ, mengleuzioù aour aze, hag an digoadekaat difin a bep tu d’ar stêrioù ha d’an hentoù nevez. Koulskoude e soñj skiantourien zo evel John Terborgh eus skol-veur Duke e kresk re vuan poblañs ar Matsigenka pa fellfe d’ar glaskerien, er c’hontrol, gwelet ar re-mañ desachet-mik gant buhez “modern” ar c’hêrioù en diavaez, ha digenvesaat a-nebeudoù an takad evit e «santualaat». Siwazh n’eo ket rouez dre ar bed an tennderioù savet diwar ar c’hlask gwareziñ an natur o tiskarañ gwirioù reizh an annezidi. Evel-se e vez skarzhet eus o c’hoadeier en ur mod feuls (betek ar muntr) ar bobl Baka eus gevred ar C’hameroun gant brigadennoù enep-bigrierien arc’hantaet gant ar WWF3. Pe c’hoazh p’eo bet krouidigezh ar parkoù naturel e Su-Afrika ul lod eus politikerezh an apartheid tiriadel eno (mirvaoù chase evit an uhelidi gwenn eus un tu, banthoustan eus an tu all). Peseurt kentelioù tennañ eus kement-se ? Da zigentañ termeniñ mat an ekologiezh dengarour : kompren efedoù mab-den (mat ha fall) war e ekosistemoù ha broudañ atebegezh an den e mererezh e ekosistem evit e vad hag hini an natur. Ar c’humuniezhoù lec’hel eo a vez an ampartañ evit merañ diouzh ar gwellañ o endroioù-bevañ hag evit-se e ranker degas fiziañs enno hag ar muiañ posupl a emrenerezh. En-dro da bark ar Manù e vez kavet tri seurt emzalc’h e-tal d’an natur : korvoerezh diharz hep damant ouzh ar c’hempouezioù naturel pe ouzh eurvad an dud eus un tu, an den oc’h en em santout ul lod eus ar vuhez naturel eus an tu all, ar c’hlask skarzhañ an den eus an natur gouez gant an endroourien4 er fin. Amañ e Breizh e chom c’hoazh lod speredoù troet war ar stumm kentañ, el labour-douar da skouer. Ar sell endroour-pellañ pe an emzalc’h NIMBY5 a vez ivez pa nac’her savidigezh an tourioù-avel ha kement zo. Deomp ni Breizhiz eo da brouiñ ez omp ar re varrekañ da verañ hon ekosistemoù hon-unan : n’eus ket a ekologiezh hep emrenerezh. Afer Variscan hag ar sontadennoù er c’hondon a vo arouezius eus hon youl da brouiñ kement-mañ, ha n’eus morse netra simpl. Hag-eñ emaoc’h o vont da c’hervel ho mignoned da vanifestiñ a-enep Variscan gant ho Iphone leun a vetalioù ral ennañ ?

 

 

(1) titouroù diwar an National Geographic, mezheven 2016

(2) bigrier : chaseour maez-lezenn

(3) diwar Survival International (www.survival-international.org)

(4) environnementalistes

(5) Not In My Backyard : ket en ma jardin