Reveulzi e Nebva

A-bell zo n’hon eus ket bet a geleier eus planedenn Nebva. Nevezenti vat eno : lañset eo ar Reveulzi vras, o lakaat an ekonomiezh dindan kontrollerezh demokratel ar bobl ! Dre holl e vezed en em gavet d’ar poent ma voe dalc’hmat ouzhpenn an drederenn eus an dud hep labour ha ranket d’ar re-mañ kaout sikour ar stadoù evit treuzvevañ. An otomatizadur hag ar robotizadur dre holl a voe pennkaoz a gement-se : dieubiñ an nebvaed diouzh kement trevell tenn ha borodus a voe merket da bal. Gwell a-se, en tu-hont da se avat e voe gwelet perc’henned ar c’hevala o kenderc’hel da binvidikaat dibaouez, e-keit ma voe ar beorien o ren ur vuhez-ki mantrus. A-bell zo ne voe ket ken ar c’hresk ekonomikel un diskoulm d’an dilabour : na servije ken nemet d’ar re binvidikañ da verniañ madoù.
Ne c’helle ket an traoù derc’hel da vont evel-se, anat deoc’h. Ster ebet evit ar gevredigezh o foranañ barregezhioù brav ar re a voe troet da reuzeudik en desped dezho. Ster ebet evit buhez an dastumerien madoù ne ouezent ket bezañ eürus gant kement a beadra. Ster ebet evit ar stadoù o lakaat nerzh da zastum gwenneien e-mesk ar re en o aez evit reiñ d’ar re all, e plas sevel evit mad an holl. A-benn ar fin ne chome d’ar re kaset ‘maez ar jeu nemet d’en em vodañ evit komz, eskemm, kejañ, prederiañ. Ha lakaat ar re all d’ober ar memes tra. A c’houde forzhik nozvezhioù war-sav a seblante merket gant an diefeduster, festivalioù ar Re Heuget o veuziñ o imor er muzik, bodadegoù keodediz ha kement ober all ne seblantent kas da neblec’h,  e voe klasket lakaat e pleustr ur bennaenn ziazez : ar bobl a ranko dont mestr en-dro war he dazont hag an ekonomiezh. Diskouez a rae ivez ar skiant prenet a-gent ne c’helle ar feulster kas da netra a vat.
Neuze e voe krog ar bobl da seveniñ an harz-beveziñ kement a chom hep magañ ar ronfl a waske anezhi1. Da neuze e voe ret kas da benn rouedadoù produiñ hag eskemm a ziforc’h, ar pezh a voe er fin ur mod nevez da vroudañ an ijin krouiñ hag intrudu pep hini. Ur reform diazez a lakeas ar C’hemm Meur war e roudoù, hini sistem an tailhoù. Ne voe ket sellet outañ ken evel ur redi kasaus met evel ur bilañs hag ur gevrat : eus un tu, ar pezh a zle ar gevredigezh da bep hini evit ren ar vuhez mat2, eus an tu all ar pezh a zle pep hini d’ar gevredigezh dre al labour, ar servij. Ha kement-mañ a voe renet dre gorn-bro gant ur C’huzul Ekonomikel ha Sokial dilennet ha dispartiet eus ar galloud politikel3. Evel-se e voe roet un taol lañs d’ar reveulzi.

 

(1) diwar unan eus oberoù Gandhi a-enep ar Saozon
(2) mennozh ar Revenu Social pe Revenu Minimum d’Existence
(3) awenet diwar teorienn an Economie Distributive (Jacques Duboin)