Protezennoù moullet e 3D

p.4 garcon-retrouve-sa-main-Imprimante-3D

Ur bugel, adkavet un dorn gantañ a-drugarez d’ur voullerezh 3D

Emañ ar moullañ 3D o reveulziañ tachenn ar yec’hed hag hini an namm dreist-holl. Digeriñ a ra pellweladoù* dreistordinal. E gwirionez zo bet savet ur yoc’h a brogrammoù kevredigezhel diwar demokratelaat an teknologiezh-se e korf an tri bloaz diwezhañ, troet war-zu an namm–korf peurgetken, dre sevel protezennoù izili marc’had-mat a c’heller  personelaat .

 

 

Da viz Eost 2015 e oa deuet Maxence, ur paotr yaouank ganet hep dorn dehou, da vezañ ar c’hentañ bugel gall da gaout ur brotezenn, un dorn kalvezadel moullet e 3D.
Ne oa ket bet emboudet* nag oberatet. Skratchet eo ar brotezenn ha gellout a ra he lemel evel ma faot dezhañ. Biskoazh ne oa bet lakaet ur brotezenn da Vaxence. Un dorn en deus livet a livioù a blij dezhañ, un dorn a c’hourharoz. Kerent ar paotr yaouank o doa goulennet sikour gant Nable, un embregerezh amerikan bet krouet e 2014 hag he deus kemeret razh ar frejoù war he c’hont.
N’eus ket anv eus ur stignad medisinel, zoken ma ro tro an dornioù-se d’ar vugale aveet ganto d’ober un nebeud jestroù diazez. Gant Nable e vez savet protezennoù gant ur voullerez 3D ha lakaet e-kerz 5 000 den a-youl-vat.
An dud-se a ya d’ober ur gwir rouedad bedel tud sot gant ar moullañ 3D. Labourat a reont evit gwellaat buhez pemdeziek ar vugale nammet o deus graet o mad eus ar protezennoù-se.
Marc’hadmat-tre eo an dornioù-se,  etre 50 ha 200€ hervez ar vent. Aes int da cheñch mard int torret pe kollet.
Ouzhpenn-se eo posubl cheñch liv ha ment an dorn a-drugarez d’un nebeud klikoù. Deroet* zo bet ouzhpenn 2000 e 37 bro, dreist-holl evit bugale met ivez evit tud vras muturniet* e broioù war diorren zo. Meulet e oa bet Nable gant Google he doa roet 600 000 $  dezhi evit he sikour da wellaat an ergraferezh*, an dasparzhadur* ha dereiñ  protezennoù open-source an izili uhel moullet e 3D.
An intrudu-se ne zlefe ket chom unan a eilrenk e-pad pell amzer. Kevredigezhioù all a glask  ivez kas war-raok nevezadenn ar protezennoù dorn d’oberiañ e-unan er gêr. Bionico (e Frañs) hag OpenHand (er Rouantelezh-Unanet) o deus lakaet enlinenn kitoù evit aozañ pimpatromoù dorn. An darn eus ar c’homponantoù da nebeutañ zo da voullañ e 3D er gêr.

 
Evit ar gar ivez
An technologiezh 3D a sikour bugale muturniet eus Ouganda. Ur glorenn*brotezek a ro tro da stagañ ar c’har galvezadel ouzh lez an den muturniet. Gwechall e c’houlenne ur sizhunvezh labour.  Hag an disoc’h ne veze ket eus ar re wellañ alies. Diskoñfort e oant. Evit an abeg-se ne oant ket implijet gant klañvourien zo.
Er c’hontrol e c’hell ar patromoù plastik moullet e 3D  bezañ oberiet e korf un devezh hepken. Aesoc’h int ha bravoc’h ivez.
Ar skanner, an urzhiataer hezoug hag ar voullerez 3D a goust 12000$ ha danvez krai ar brotezenn ne goust nemet 3$. An deknikourien a c’hell treuzdougen razh an ardivinkoù-se aes a-walc’h, n’eus forzh pelec’h, ha labourat ivez war meur a glañvour war un dro.
Bez’ e c’hell ar voullerez 3D fardañ protezennoù all finoc’h c’hoazh.

 
Evit ar fri ivez
Fardañ a ra ar firm Fripp Design a Vreizh-Veur frioù silikon war-bouez ur voullerez 3D dindan 72 eurvezh. Ar protezennoù kentañ a c’hellfe bezañ gwerzhet adal 2017. Gant an teknologiezh nevez dispar-se a ro tro da eilañ ar gwiadoù blot ne vo ken diaes ar vuhez evit an dud muturniet o fas.
Posupl eo moullañ protezennoù livek a wiadoù blot evel frioù met ivez kigennoù, lagadoù, skouarnioù pe emplantoù bronn zoken. Evit kaout protezennoù frioù pe skouarnoù war-bouez doareoù ober hengounel e ranker kaout etre 6 hag 8 sizhunvezh dre vras. Gant implij an 3D-se eo trawalc’h gant tri devezh hepken.
Spi en deus firm Fripp Design gwerzhañ e emplantoù bronn kentañ e 2017.
Goulennoù nevez a vrevedoù vo endodet* en Europa, er Stadoù-Unanet hag e Sina er mizioù a za.

 
Evit ar breant* ivez…
A-drugarez d’ar voullerez 3D o deus gellet mezeien zo saveteiñ tri foupig klañv gant  ur seurt garv a drakeomalasi (un droug rouez eus an hentoù analañ hag unan grevus-tre).
Ged* zo bremañ evit remediñ ar c’hleñved-se a oa diremed betek-henn.
Abalamour d’an trakeomalasi e teu lagadennoù migorn* ar breant da vezañ blotoc’h-blotañ ha ne c’hell ket mui ar bugel analañ.
Ergrafet* eo bet ar brotezenn-mañ evit cheñch stumm a-hed an amzer a-benn reiñ tu d’ar bugel da greskiñ. Graet eo gant polimer bev-assugadus* ha gouest ar brotezenn da goazhañ* hec’h-unan er c’horf a-benn tri bloaz , da lâret eo fin ar c’hleñved.
Muioc’h-mui e vez  implijet ar moullañ 3 D  gant ar surjianed evit prientiñ an oberatadennoù kizidik. A-drugarez dezhi e vez eiladuriñ ur patrom ag an tachad anatomek da oberata peurheñvel ouzh an hini gwir. Mod-se e c’hell ar surjianed pleustriñ en a-raok.

 

PLB

 
argerzhadur : procédure
bev-assugadus : biorésorbable
breant : Ttaché
dereiñ : livrer
emboudañ : greffe
endodiñ : déposer
ergrafañ : concevoir
klorenn : coque
koazhañ : se résorber
migorn : cartilage
pellwelad : Pprspective
stignad : dispositif