Bro C’hres
02/05 /16

Bro C’hres

p.4 Bro C'hres 2

Pell eus ar vro, ha tost, war ar memes tro

Goude 6 miz omp erruet e Bro-C’hres evit chom eno amzer ma tremenfe ar goañv, a-raok kenderc’hel an hent war-zu ar Reter, hag Azia !

 

C’hoant bras hon doa tremen un hir amzer e Bro-C’hres, dreist-holl evit labourat a-youl-vat e tiez-feurm, ha dizoleiñ aergelc’h ar vro ! E Breizh hag e Bro-C’hall e vez komzet kalz deus ar vro-mañ, kement er c’hazetennoù pe er skinwel.

 

 

Ur vro binvidik…

Kerkent ha treuzet an harzoù etre Albania ha Gres omp degouezhet gant traezhennoù didud, parkeier leun a saout hag  a givri ! Digredus, muioc’h a loened  a oa eget a dud ! Gwarezet  eo bet an dachenn-se eus an touristed, unan deus ar re diwezhañ er vro… Kejañ a reomp gant Bretoned, c’hoazh hag adarre, tud o veajiñ war varc’h-houarn, lod all gant o c’hamping-karr ! Debret ‘vez krampouezh lipous !

E menezioù ar Peloponese, er Su ar vro e labourjomp a-youl-vat ‘pad 15 devezh gant ur familh o deus digoret un “Taverna”, en ur gêriadenn 150 annezad. Ar pep brasañ deus ar boued servijet a vez produet er jardin, en un doare biologel. Labour ‘zo er jardin da brientiñ an douar evit an nevezamzer, evit boueta ar moc’h, an deñved hag ar givri. Fardet e vez ar fourmaj, ar feta, en un doare hengounel, dastumet an olivez evit ober eoul, naetaet an ostaleri, servijet an ostizien…  Amzer ebet evit treiñ ar bisig dre e lost. Desket hon eus ur bern traoù eno !

Splujañ a reomp er morioù treuzwelus. Mor Egée, Mor Libia, Mor Ioniana…

Diaes eo deomp ijinañ pegen tomm e c’hellfe bezañ an amzer e-pad an hañv.

Diskenn a reomp war enez Kreta ‘pad ur miz, an douaroù ar muiañ e Su Europa. Laosket eo bet ar marc’h-houarn e Athina ha beajiñ a reomp gant ar biz-meud.

Yen-tre eo an amzer en douaroù. Padal war bord ar mor zo war-dro 25°C e miz Genver ! Degemerus-tre  eo tud an enezenn, aes c’hoari biz-meud, pa ‘z eus otoioù…

E-pad an hañv ez eus war-dro 4 million a douristed war an enezenn, tost 10 gwech muioc’h ! E miz Genver eo aes kejañ gant an dud. Alies-tre omp degemeret gant familhoù, ‘pezh vije diaesoc’h ‘pad an hañv. Labourat a reont 5 miz, da vare an douristed, ha goude 7 miz diskuizh !

Dre ma ‘z eo tomm a-walc’h an amzer a-hed ar bloaz zo frouezh ha legumaj e-leizh ! Orañjez, sitroñs, kaki, aval ar baradoz, grenad, avokad… kement ma vez laosket ur bern  war al leur. An hanter an tomatez produet war an enezenn a vez kaset da Rusia… Diaes eo kompren peptra, dreist-holl p’eo ar vro e-kreiz un enkadenn !

 

 

Paourentez ar c’hêrioù

Goude 5000 km war an tandem hon doa c’hoant cheñch marc’h-houarn. Setu gwerzhet hon eus anezhañ ha kavet div all, ha setu ni barrek evit kenderc’hel an hent war zu Azia ! Evit en ober hon eus tremenet ur miz hanter e Athina.

Aonik e oamp gant ar fed chom keit-se en ur gêr ken bras, met degemeret omp bet gant ur familh dreist-ordinal,  e-giz un eil familh ! Labouret e vez 12 eurvezh an devezh gant ar gerent, 6 devezh ar sizhun ! 40% deus ar gopr a vez takset gant ar stad, evit restorn an dle. 25% a dud dilabour a zo er vro, ur bern tud a dro da sot !

Diaes-tre eo kavout labour, ha peurliesañ ne vez ket resevet hollad ar gopr e fin ar miz !

Daoust m’eo start ar vuhez evit kalz Gresianiz zo ganto ur galon vras !

Ur gêr bras-spontus eo Athina, 6 million a dud, ouzhpenn an hanter deus tud ar vro a vev eno ! Betek 1973 e oa Bro-C’hres dindan ren an diktatour Papadopoulos. Start ha kriz e oa ar vuhez. Ur bern tud a zo diskennet deus ar menezioù evit kavout labour en uzinoù, er c’hêrioù bras. E 1900 e oa 200 000 annezad, 30 gwech muioc’h a zo bremañ !

Troet eo ar gêr war an touristelezh. Ingal eo dav paeañ evit gwelet savadurioù kozh… Fromus ha skrijus eo gwelet an diforc’hioù sokial hag ekonomikel etre an dud. Dirak ostalerioù 5 steredenn ez eus alies klaskerien bara pe divroidi, o kousk pe o c’houlenn arc’hant. Kaozet hon eus gant divroidi ha fromus-tre eo klevet o istorioù ! Klask a reont ar peoc’h, karantez ha levenez ! Pep hini a c’hell sikour anezho, gant ur mousc’hoarzh d’an nebeutañ !

E penn kentañ miz Meurzh, omp loc’het deus Athina gant 2 gamalad all, war-zu ar Reter hag Azia ! Setu bremañ 4 foeter-bro war hent Turkia !

 

 

DR

 

 

https://lesfarfadetsbutineurs.wordpress.com/