02/05 /16

– Alo ?

– Ya… Mont kuit ‘benn ar sadorn kentañ evit lestrañ war an “Ile de Batz” a ‘z afe deoc’h ?

– Mat eo, pelec’h ‘vo ar vag ha da belec’h ez aio ?

– Dubai, Singapour hag Aostralia…

– Dispar !

 

 

Goude daou viz war ar sec’h, e vakañsoù, e oa poent distreiñ da c’hounit ma zamm kreun. Feiz, echu eo ar goañv evidon, ‘soñje din ! Distreiñ ‘rin rouzet-mat e miz Meurzh ha krog ‘vo an nevezamzer war ar marc’had ! Ma !.. Pevar deiz ‘chom. Faotañ ‘ra din dic’hastañ. Kempenn an ti, goullonderiñ ar yenerez dre ma ne zistroin ket ‘raok 2 viz d’an nebeutañ, prientiñ ma malizennad gant dilhad evit ar broioù tomm ha mont da weladenniñ ma zud a-raok an disparti. Prest on !

 

 

Dale

D’ar Sadorn e voe kudennoù bihan gant paper-mañ-paper ha daleet an disparti. E Pariz e oan ‘forzh penaos. Disul, daleet. Dilun daleet adarre ha betek dimeurzh ‘benn ar fin ! Ha setu-me o tegouezhout en aerborzh ha ne oa ket prest ar visa c’hoazh. Ret e oa chom da gousket el leti ! An deiz war-lerc’h e kemerjomp ar c’harr-nij kentañ da 10 eur gant ar visa er godell.

Gant ur mell A380 hon eus pradet e Dubai, bras-divent ha kinklet-kaer an aerborzh. Un den a oa o c’hortoz ac’hanomp gant ur c’harr ha ni da vont da Al Hamariyah, ur porzh bihan nepell ac’hann. 45 mn gant ar c’harr. Ha setu ni degouezhet. O lugerniñ e oa al lestr gant an holl c’houleier, en deñvalijenn, o fraoñval evel un aerouant morgousket ha c’hwezh ar pentur hag an eoul gantañ. Diwezhat e oa, poent e oa kousket evit bezañ yac’h warc’hoazh.

 

 

En donvor

En donvor e oamp an deiz war-lerc’h, o tremen strizhmor Ormuz ha Meurvor Indez da c’houde. Plijus eo labourat er-maez met plijusoc’h eo c’hoazh pa vez an heol o tiskenn, ken tomm-berv eo ‘pad an deiz! Mont ‘ra an amzer e-biou…

Tommder, glav, ne voe ket rust ar mor gwech ebet. Luskellet e oamp hep bezañ dihunet. N’eus ket gwelloc’h ! Pa oamp o tostaat ouzh aodoù ar Sri Lanka ‘oa deuet pesketaerien e-bourzh ur vagig da welet ac’hanomp. Dindan an heol pik ‘oant hep disheolier ebet hag o c’houlenn boued, ‘gav din, tud paour ma’z int.

Ha goude tost da deir sizhun war vor, sed aze ni degouezhet e Singapour. Nag a listri tro-dro deomp, ur gwir groazhent-tro evit ar c’henwerzh etrebroadel eo !

 

 

Singapour

Ha deomp dezhi evit 2 sizhun o kargañ funioù, noz ha deiz. Skuizhus-tre e oa dre ma n’hallen ket mont er-maez, o labourat start 12 eurvezh hep ehan. Ne zeuen ket a-benn da vont er-maez 2 pe 3 eur c’hoazh goude-se, mont da gousket diouzhtu ne lavaran ket. Pemzektez goude e voe echu ar c’hargañ. Ar wech kentañ evidon da vont er-maez. Aet e oan gant ar bus da brenañ chokolad hag ur banne bier, sed aze holl.

 

 

Poull-sec’h

Ma ! Ne oamp ket amañ evit foetañ bro pe straniñ… Met evit labourat er poull-sec’h  ! Ar chanter bras-se ‘badas teir sizhun, o labourat start bemdez, dindan an heol gor. Un douger-endalc’herioù ‘oa ganeomp er poull-sec’h evit cheñch e viñs-tro. Dizoloet hon eus pegen lous ‘oa ar c’houc’h… Ur sapre labour ‘oa bet da dennañ ar c’hregin, n’eus netra d’ober ‘met skrabañ !

Goude 2 viz war vourzh e tilestran pa vez al lestr er poull-sec’h c’hoazh. 14 eurvezh er c’harr-nij. E-pad ma vakañsoù ez aio al lestr da Aostralia evit lakaat ar funioù er strad gant an arar. Lestrañ ‘rin en-dro du-hont goude 6 sizhun diskuizh.

 

 

JaF