Mirout an dielloù
10/01 /16

Mirout an dielloù

Niverelaat

 

Hiziv an deiz e vezer techet da niverelaat kement teul gant ar soñj eo an doare suroc’h da virout anezho war hir dermen, gant ar soñj bezañ gouest da lenn anezho a-benn un nebeud degadoù a vloavezhioù.

 

Meur a zoare ‘zo da embann titouroù, gouiziegezh pe skridoù, evel engravañ anezho war ur maen. E-pad 10 000 bloaz e c’hellor lenn anezho. Ma skriver war ur parch, war kroc’hen ul loen, e c’heller o lenn e-pad 1 000 bloaz. 100 vloaz e chomo e stad vat war ur c’hoc’henn foto. Met ne c’heller ket skrivañ ur bern roadennoù war seurt skoroù. Muioc’h-mui e vez graet gant an urzhiataer. Kalzik eo bet implijet ar pladennoù-arc’hant da skouer met bresk a-walc’h int ha oksidañ a ra ar metal a zo enno ha kollet titouroù tamm-ha-tamm. Dre arnodennoù zo bet diskouezet o deus ar sedeoù ur badelezh a 20 vloaz, dre vras. Breskoc’h c’hoazh eo ar pladennoù kalet dre ma ‘z int kizidik d’ar stokadennoù ha d’ar boultrenn. 5 bloaz e padont, dre vras. Hervez ar skiantourien ne chom ket  an titouroù stoket war ur gartenn USB e stad vat en tu all da 10 vloaz, kennebeut.

 
Kouarz ha paper
Evit aozadurioù ‘zo eo milbouezus e chomfe lennus titouroù war hir dermen. An ANDRA da skouer hag a ra war-dro al lastez nukleel a rank bezañ sur e vo gouest an dud a vevo a-benn kantadoù a vloavezhioù da c’houzout petra a zo dindan an douar. Ar paper a zo bet dibabet evit an dielloù-se. Klask a ra ivez skiantourien ‘zo un danvez solutoc’h ha fiziadus evit mirout roadennoù war hir dermen. Ar c’houarz a zedenn anezho kalz dre ma ‘z eo ur meinad solut-tre. Ouzhpenn-se eo posupl engravañ anezhañ gant ul lazer en diabarzh ha n’eo ket war c’horre. Ur splet all a zo gant an teknik-se.
N’ eus ket ezhomm implij ur mekanik elektronek evit lenn ar pezh a zo merket en danvez dre ma ‘z eo posupl e welet gant ur mikroskop. Chom a ra ar c’houarz e stad vat pa vez tommet da 100 °C, ha pa vez soubet en drenkenn zoken. Ur gudenn ‘zo gant an danvez-se, memestra, dre ma ne c’heller ket embann ur bern titouroù ennañ.

 
Energiezh
Fonnusoc’h-fonnusañ e vez treuzkaset roadennoù dre internet : skeudennoù, videoioù, c’hoarioù enlinenn, titouroù personel ha kement ‘zo. Ur miliard a lec’hiennoù internet a oa e 2014. 145 miliard a bosteloù a vez eskemmet bemdez. Ur pakad eizh bit, da lavaret eo eizh gwech ar sin 0 pe 1 a ‘z a d’ober un okted. E 2011 e oa bet produet 1,8 zetta okted roadennoù, da lavaret eo kement hag an titouroù enskrivet war ur bilenn DVD etre an Douar hag al Loar. A-benn 5 bloaz eo kement a ditouroù hag ur berniad DVD etre ar blanedenn Meurzh hag an Heol eo a vo krouet. En Data Centers hag a grou ar goumoulenn, ar c’hloud, e vez stoket tout ar c’heleier-se met kalz a energiezh a implijont. E Suis zo bet jedet e vez implijet 8 % eus tredan ar vro gant internet. Ma kendalc’h implij an internet da greskiñ kement e vo implijet gant ar Web e 2040 kement hag an energiezh a zo bet bevezet er bed a-bezh e 2008.
Evit digreskiñ ment ar skorioù implijet eo kroget lod skiantourien da implij an TDN, an ADN. N’eo ket daou sin, 1 pe 0, a zo tu merkañ warno met pevar : A, G, T ha K. En ur volum a 2m3, gant an TDN, e c’hellfer mirout holl titouroù ar bed hag ouzhpenn-se e c’hell chom lennus e-pad miliadoù a vloavezhioù ma vezont miret en ul lec’h teñval, yen ha sec’h.

 
Mirout an istor
Met ur gudenn a sav evit treuzkas keleier war stad internet da istorourien an dazont dre ma ‘z eo distabil ar rouedad. Cheñch a ra dizehan an titouroù a zo war pajennoù ar Web. Kroget eo neuze an INA da enrollañ ur wech bep eurvezh ar pajennoù internet war bandennoù magnetek evit bezañ gouest da zerc’hel ur roud eus roadennoù hor marevezh. Dedennus eo ivez enrollañ an dielloù en un doare niverel dre ma c’hell aesaat al labourioù enklask. Gouest eo an urzhiataer da ziskouez deomp kement lec’h ma ‘z eo meneget anv un den da skouer. E Venezia eo bet lañset ar raktres Venice Time Machine. Skannet e vez holl dielloù ar gêr ha gant un algoritm e c’heller sevel liammoù etre an dielloù-se. Un doare eo da gaout ur sell klokoc’h, justoc’h hag arsteroc’h war an istor. Ouzhpenn-se eo pinvidik dielloù Venezia war buhez an dud ordinal. Tu ‘zo lavaret eo an arload-se un tamm e-giz ur Facebook eus an amzer dremenet.

 
DK