Arload : Zombies, Run !

p.5 zombies run.jpg

 

Arloadoù rederezh a vez kavet a-vil-vern evit ar poellgomzerioù, tamm pe damm gant ur mont-en-dro heñvel en abeg m’o deus, evel-just, dre ret, ur padventer, titouroù diwar-benn an hed-hent graet hag a-wechoù ar c’haloriennoù devet. Gant al lodenn vrasañ anezho e chom ivez enno, tres ar c’haloupadenn evit an arloadoù a implij ar G.P.S.  Un arload a zo disheñvel diouzh ar re all, memestra, dre ma liamm ar binviji boutin meneget a-us, ar c’hoari hag ouzhpenn-se daveoù diwar-benn ar stirad skinwel brudet The Walking Dead.

 

Penaos lakaat Yann Reder war an hentoù, bep Sul gant ur re vasket en e dreid gant ar pal gwellaat e daolioù-kaer a-hed ar sizhunioù hep e zigalonekaat? Diaes eo d’ar reder chom gant ar memes lañs. Gant an arload Zombies, Run! hag a-drugarez da zombi-ed lakaet war-lerc’h  Yann o c’haloupat e vo aesoc’h e araokadenn.
C’hoari a ra ar reder-c’hoarier, anvet runner5, perzh un dreistbever goude an apokalips, en deus lammet gant un harz-lamm nepell deus ur c’hamp ma ‘z eus eno un nebeud tud chomet bev eveltañ. Ret eo dezhañ redek gant daou bal, da gentañ chom bev abalamour ma ‘z eus zombi-ed war e lerc’h ha d’an eil adtapout bitrakoù talvoudus lakaet war e hent hag a vo implijet da wellaat ar c’hamp goude ar redadenn. Kerkent ha ma choazer ur gefridi e-touez an 23 kinniget e vo drevezet argadennoù zombi-ed gant an arload, ne vern al lec’h loc’hañ pe an hent choazet.
Bep an amzer e lavaro ur vouezh a-vaez d’ar reder ez eus zombi-ed war e lerc’h ha bep gwezh ma vo klevet ar gemennadenn-se gantañ e vo ret dezhañ mont kuit ar buanañ ar gwellañ. Gant diaezamantoù a gresko muioc’h-mui a-feur ma c’hoarier, e vo lakaet ar reder da vuanaat war un hed-hent hiroc’h-hirañ.
An dafaroù dastumet a dalvezo, ur wezh graet ar redadenn, da greñvaat ar c’hamp pe da ziorren anezhañ evel e n’eus forzh peseurt c’hoari strategiezh. E-pad ar redadenn e c’haller selaou sonerezh orin an arload pe ar playlist muiañ-karet. Digreskiñ a ra ar son drezañ e-unan pa’ z eus ur gemennadenn dalvoudus d’ar gefridi.

 
Eil lodenn
Bountet gant an arload eo ar reder a zle redek gant ul lusk n’en dije ket bet e-unan dre ma ‘z eus atav un dra bennak nevez d’ober. E-lec’h redek sioulik dek gwezh tro-dro d’ar memes stankenn e vo ret dezhañ buanaat a-dakadoù pe kammigellat hervez an titouroù roet gant an arload.
Krouet e oa bet an arload-se e 2011 a-drugarez d’al lec’hienn arc’hantaouiñ a-stroll Kickstarter ha rastellet ouzhpenn 72 000 $ gant ar skipailhig a rae war e dro.
N’eo ket disi koulskoude, dreist-holl gant divskouarn a zo diaes yezh Shakespeare dezho en abeg ma ‘z eo e saozneg nemetken. Alies-mat eo diaes-kenañ kompren ar c’homzoù en o fezh dreist-holl pa vez danevellet titouroù diwar-benn ar bitrakoù da glask, kement a bres a zo war ar paourkaezh reder.
Abalamour ma ‘z eo deuet er-maez nevez ‘zo an eil lodenn anvet zombies, run! 5K Training, 60 mennad enni, e vez kavet bremañ an hini gentañ evit netra. Neuze ne goust ket kalz he fellgargañ, ar gwashañ d’ober e vo marteze adkavout pelec’h e oa bet lezet ar botoù basket ar wezh diwezhañ.

 
Eric Oudart