Arload : Pl@ntNet

p.5 foto-ha-disoc'hUl louzawour e-barzh ho kodell !!

 

Peurliesañ ne vez ket gouest an dud da lakaat un anv war ur blantenn pa dremenont e-bioù dezhi ! Ha pa vije bet o c’helc’hgeriadurioù ganto e vije bet ar memes tra. Diaes-kenañ eo adkavout ar spes reizh daoust pegen resis eo o luc’hskeudennoù pe o skeudennoù. Alies e chomer kollet, o treiñ hag o tistreiñ o fajennoù, en aner.

 

Gant an arload Pl@ntNet e lenner war skramm ar poellgomzerioù, anv ar blantenn raktal goude bezañ tennet he foltred a zo keñveriet war-eeun gant miliadoù a fotoioù strollet gant ur rouedad a louzaouerien. Un arload a zegas soñj eus Shazam, gant ur blantenn e-plas un enrolladenn muzik.
Aes-kenañ eo ar mod implij, rak ur wezh pellgarget an arload evit netra e vez choazet e-touez 4 rumm – bleunioù, delioù, frouezh pe rusk – ha pouezet war nozelenn ar benveg-foto emañ ar respont diouzhtu war-wel hep ober netra all. Gwelloc’h eo, memestra, implijout ul luc’hskeudenn a-feson war ur foñs unvan eget luc’hskeudenn un delienn skoet gant ar seizh avel.
Klask a ra an arload, fotoioù heñvel-mik er bank roadennoù Tela Botanica, ennañ ouzhpenn 300 000 luc’hskeudenn ha 6 000 spes.

 
Gant an holl
Ensavadurioù bras a zo a-dreñv ar benveg-se, evel an ensavadur broadel klaskerezh agronomek ( an EBKA*), ar greizenn genobererezh etrebroadel e klaskerezh agronomek evit an diorren (KEKAD*) hag ensavadur broadel an enklask war ar stlenneg hag an emgefreouriezh (EBESE*)
Kreskiñ a ra ar bank roadennoù a-feur ma vez lakaet fotoioù ha titouroù gant ar valeerien, al louzaouerien a-youl vat hag ar re a-vicher, a gemer perzh.
Ar respontoù roet d’ar valeerien a servijo da binvidikaet gouiziegezh ar skiantourien.
Evel-se e vo savet kartennoù resisoc’h-resisañ hervez niver ar goulennoù.
Talvoudus eo evit an daou du, ar baleer hag ar skiantour, a denn splet an eil deus egile.
Seul niverusoc’h eo ar roadennoù, seul vuanoc’h ha gwelloc’h eo an anv roet hag evel-just.
Ma ‘z eo treut an titouroù er bank roadennoù dre ma n’eus ket a-walc’h a skeudennoù war ur blantenn e vo diaes d’an arload hec’h adkavout ha reiñ titouroù diwar he fenn.

 
Titouroù war ar fiñv
Evezhiet e vez ar goulennoù gant skiantourien a glask heuliañ ha dielfennañ fiñvadennoù ar plantennoù, dreist-holl ar plantennoù en arvar hag ar spesadoù aloubus.
Splann eo an disoc’hoù kentañ, ar fiñvadennoù a ya war vuanaat dre ma ya war washaat cheñchamant an hin ha liesseurted ar vuhez a ya war an diskar.
Kinniget eo d’an implijer an anv latin hag ivez, abaoe nebeut-tre, an anv e yezh ar vro. Luziet e oa bet ar poent diwezhañ rak a-wechoù ez eus meur a anv er yezh voutin evit ur spes hag en hevelep doare un anv nemetken implijet e meur a vro a genglot gant meur a spes.
Ne vez ket implijet ar fotoioù nevez war-eeun gant an arload. Da gentañ e vez kadarnaet o anv a-drugarez d’al lec’hienn IdentiPlante (liammet gant Tela Botanica), ul lec’hienn ma ‘z eus ur rouedad a arbennigourien.
Da c’houde e vez priziet ar fotoioù a-drugarez d’al lec’hienn PictoFlora dre ur sontadeg hag erfin ez int lakaet e-touez ar roadennoù gant titouroù a-vil-vern.
Setu un arload a ya war-raok a viz da viz, hep re a fazioù, hag a vije bet mat-kaer ma vije bet anavezet ar c’hebell-touseg.

 

Eric Oudart

 

titouroù  : identify.plantnet-project.org

EBKA*: Institut national de la recherche agronomique(INRA)
KEKAD*:Centre de coopération internationale en recherche agronomique pour le développement (CIRAD)
EBESE* :Institut national de recherche en informatique et en automatique (INRIA)