Troc’hoù er frazennoù
07/03 /14

Troc’hoù er frazennoù

E penn kentañ ar bloavezhioù 70 e oan aet da selaou ur gaozeadenn graet gant Ronan Huon war e labour embanner, ha meneget en doa fazioù a veze graet, gant skrivagnerien brudet zoken. Roet en doa, e-mesk frazennoù a bep sort, ar skwer-mañ :
E galleg e c’heller dispartiañ ar stagelloù isurzhiañ (=conjonction de subordination) quand ha si diouzh ar strollad-verb, ha reizh eo lavaret :
Quand, ayant attendu une demi-heure, il se décidait à partir…
Si d’aventure, lassé par l’attente, il se levait… gant ur genlakadenn etre ar stagell (quand pe si) hag ar strollad-verb (il se décidait, il se levait)
E skridoù Jarl Priel, lakaomp, en doa ranket difaziañ meur a wech frazennoù savet war ar batrom c’halleg roet uheloc’h, evel homañ :
*Pa, da goulz ar C’horaiz bihan, e tremene gant ar prosesion…
Rak, ma eo reizh ar galleg quand, à l’occasion du petit Carême, il passait…, eo euzhus ar framm-se e brezhoneg : ne c’heller ket ober un troc’h er frazenn ha dispartiañ ar stagelloù-isurzhiañ pa ha ma diouzh ar verb. Difaziet eo bet ar frazenn gant an embanner hag er skrid embannet e kaver : Da goulz ar C’horaiz bihan, pa dremene gant ar prosesion…, ar pezh a zo reizh.

Er memes mod, e galleg e c’heller dispartiañ gant ur genlakadenn an araogenn avec (dreist-holl) diouzh ar strollad-anv a zeu da heul :
Avec, juchée sur une branche élevée, une chouette… zo reizh. Mes ur frazenn skrivet e brezhoneg gant ar framm-se zo sius :
*Gant, pintet war ur brank uhel, ur gaouenn… zo ur pezh fazi.
Ar si-se am eus kavet war Al Liamm : « *ur c’houfrig gant, kuilhet brav ennañ, war un dorchenn seiz, un dro-c’houzoug… » zo da vezañ reizhet, rak ne c’heller ket dispartiañ an araogenn gant diouzh ar strollad-anv an dro-c’houzoug, anes reiñ blaz fall ar galleg d’ar frazenn en he fezh.

Poell. Treiñ e brezhoneg : Quand, lassé de chasser, le chat se lovait près du feu, il dormait avec, dans ses rêves, grosses comme des taupes OGM, des souris plantureuses.
Kasit ho respont da :
yf.kvb@orange.fr