Kemm hag eskemm
16/01 /14

Kemm hag eskemm

Hegaset e vezan alies o lenn war ho kazetenn frazennoù evel ar re-mañ : *…hag ar skolajidi o deus gallet eskemm gant ar sonerien…, *ur blijadur eo bet eskemm gant tud eus ar vro, troidigezh feal un nevezinti deuet er galleg e-pad an ugent vloaz tremenet : ar verb échanger implijet evel verb gwan (=verbe intransitif), en deus kemeret plas débattre, discuter, échanger des idées, etc…. Ar Petit Robert a implijan, bloavezh 1990, ne ro nemet échanger, verbe transitif, da lâret eo verb kreñv.
Kement ha lakaat ar re a gelenn pe a implij brezhoneg bemdez, setu penaos e c’heller treiñ ar frazenn-mañ, kavet en ur gazetenn c’halleg e 2013 : ils ont échangé sur le travail du médecin.

 
Lakaet o deus ar gaoz war labour ar vedesined,
Un diviz zo bet gante war labour ar vedesined.
Rak e-lec’h implijout an *eskemm dibrepoz-se, e c’heller lavaret : kaout kaoz war/diwar-benn…, diskutal war/diwar-benn…, divizout war…, lakaat ar gaoz war… Anat eo e c’heller atav eskemm un dra gant un dra all : eskemmet ‘m eus ur sac’had avaloù-douar gant ur gajoiad ognon.

Ar ger kemm, evel ar galleg changer, a zeu, war a seblant, eus ur ger galianeg, rak kavout a raer, er geriadur galianeg-latin nemetañ a zo deuet betek ennomp : cambiare, rem pro rem dare, da lavaret eo : cambiare, reiñ un dra evit un dra all.
Kemm a sinifi bremañ modifier, modification, evel ma ‘m eus bet klevet war harzoù Leon ha Kerne : Kemm zo er vro, bremañ. Mes ne vez ket *kemmet roched : cheñch roched eo a raer.
Ar c’hemm a vez lavaret ivez evit an arc’hant a vez rentet deoc’h pa baeit gant ur bilhed bras (se ‘oa a-raok ma vije deuet ar c’hartennoù glas…), ha kement ha komz eus arc’hant, e rankan menegiñ ar verboù a vez implijet evit en em zizober eus ur bilhed bras :
Ranket em boa froc’hañ ma bilhed mil lur peogwir ne chome ket tamm moneiz ebet ganin. (Kanton Daoulaz)
E lec’hioù all e vez lavaret : dispenn ur bilhed (Kerne Izel ha Jul Gros), fourtañ ur bilhed (Kerne).

Poelladenn : n’eo ket ur boelladenn a ginnigan deoc’h, mes ma anavezit verboù all estreget froc’hañ/frec’hiñ, dispenn ha fourtañ evit paeañ gant ur bilhed bras, e vefen kontant da zeskiñ anezhe. Ha kontant e vefen ivez da zeskiñ ar verb galleg pe gallaoueg !

Kasit ho poelladennoù deomp, treuskaset e vint da Yann Gerven hag a responto deoc’h war-eeun :
yf.kvb@orange.fr