Nann, d’ar Garta
22/03 /13

Nann, d’ar Garta

Izili  kuzul merañ Kevre Breizh e Karaez

Izili kuzul merañ Kevre Breizh e Karaez

Un tamm mat a reuz en deus graet ar c’heloù a zo bet embannet e-kreiz ar sizhun paseet. Betek lakaat Kevre Breizh da respont d’ar gouarnamant.

 

Meur a boent a oa war roll Kevre Breizh evit e guzul-merañ diwezhañ a-raok an emvod-meur. Prientiñ hemañ, ober e soñj war an digreizennañ hag an darempredoù gant an aozadurioù ofisiel, Kuzul Ekonomikel Sokial hag Endro Rannvro Breizh (CESER) hag all. Ne oant ket o c’hortoz bezañ tapet berr gant diviz ar gouarnamant ha prezidant ar Republik war ar Garta. “Iskis eo gwelet anezho o sujañ d’un ali roet dezhañ gant ar C’huzul-Stad. Sevel a rae hemañ a-enep d’ur c’hemm er vonreizh evit  kadarnaat Karta Europa ar yezhoù bihan. Hag ar prezidant Hollande a sent outañ !” eme Kevre Breizh. “Dic’houzañvus eo an emzalc’h-se.” en deus embannet Kevre Breizh kerkent en ur gemennadenn. Met n’eo ket echu. Kenlabourat a ra ingal Kevre Breizh gant ar broioù all hag emañ o vont da dermeniñ ganto an doareoù da respont e Breizh koulz hag e lec’h all. Mouezhioù a glever dija o klemm, evel hini Jean-Jacques Urvoas, kannad bro Gemper. “Heuliet eo bet ali ar C’huzul Stad gant François Hollande met ne ouzer ket, zoken, pere eo an abegoù.”

 
Digompren
Evit Kevre Breizh, forzh peseurt re a vefe an abegoù, ne oa ket da vezañ graet. “Prometet en doa meur a wech an aotrou Hollande e vefe kadarnaet ar Garta gant Bro-C’hall. Gant an dislavar-se ez eo e gredusted a zo bet kollet gantañ, a embann a-raok ober fent war ur gouarnamant ne seblant ket heuliañ ul lojik gwall sklaer. Er memes amzer, d’ar Yaou 7 a viz Meurzh, emañ  Aurélie Filippetti, ministrez ar sevenadur, o  tistagañ ur brezegenn kontrol-mik, a-du gant ar Garta, dirak ur c’homite nevez  evit ar yezhoù, “Hag a-du ganti war 95 % anezhi”, a ziskleir prezidant Kevre Breizh.
Respont Kevre Breizh asambles gant strolladoù all  yezhoù Republik Frañs a laka war wel ne vez ket doujet e Bro-C’hall ouzh tri diazez Kuzul Europa : an demokratiezh, gwirioù mab-Den hag ur stad diazezet war ar gwir.