Kreizenn gaz Landivizio : tu ‘zo ober e mod all
04/02 /13

Kreizenn gaz Landivizio : tu ‘zo ober e mod all

Plas d’an eskemmoù e Landivizio d’an 18 a viz Genver Poltred : Pierre Soular

Plas d’an eskemmoù
e Landivizio d’an 18 a viz Genver
Poltred : Pierre Soular

Gant ar stroll GASPARE (Garantir l’Avenir Solidaire Par l’Autonomie Régionale Energétique) eo bet kinniget e “Senario All evit an Tredan e Breizh” evit ar prantad 2012-2025. Ur respont da “Triskell an Tredan e Breizh” ha d’ar greizenn c’haz raktreset e Landivizio eo, ul labour savet gant ar burev-studi HORIZONS.

Kemer e kont ar sifroù nevez ‘zo bet graet da gentañ. Savet e oa bet an Triskell breizhat e 2010 diwar re 2008/9. Gant RTE, a ra war-dro an ingalañ tredan, e vez jedadennoù nevez bep bloaz hag setu izelaet ar rakjedadennoù. E lec’h kreskiñ a 1,6 % ar bloaz ne vo nemet + 0,4 % betek 2015 ha +0,6 % betek 2020. 8 % e-lec’h 19 % ! Ezhommoù o kreskiñ goustatoc’h, neuze. Abalamour d’an enkadenn da gentañ, ha d’an efedusted e-keñver energiezh ivez. Dre se eo disteraet ar chañsoù da vankout, memes pa vo nebeutoc’h a nukleel e Bro-C’hall. N’eo ket anat neuze gouzout perak sevel ur greizenn – efedusted a 46 % d’ar muiañ, 95 % e ti an dud) – a yafe en-dro e-pad 20 pe 40 vloaz, evit ur c’houst a 40 milion € ar bloaz diwar fakturenn ha tailhoù an dud, dre Skodenn Servij Publik an Tredan (CSPE). Paeet ‘vefe gant an dud evit brasañ gounid ar stalioù bras (dreist-holl stalioù bresk evel Direct energie), a c’hortoz gounidoù uhel, pa rankfe an dud e-karg soñjal war hir dermen ha gant soursial ouzh an arc’hant publik. Un nebeud postoù-labour ne dalvezont ket kement hag al labour a c’heller krouiñ evit artizaned Breizh. Ur wech all ez aio kuit an arc’hant postet amañ. Nec’het eo an dud ivez evit an endro hag ar yec’hed, anat.
Gant Steuñv ar Rannvro war an Hin, an Aer hag an Energiezh (SRCAE) war ar stern, e c’hell ar Vreizhiz reiñ o ali betek an hanter a viz Meurzh. Perak divizout a-raok ? Memestra gant an Tabut broadel war ar C’hemm Energiezh, en Nevez-Amzer. Ur wech all, perak divizout en a-raok ? Ha demokratel eo ? Embannet eo bet aotre ofisiel ar vinistrez pa voe kinniget Senario Gaspare…
l’tout elektrik
Rouedadoù nevez ‘zo war ar stern gant RTE etre ar broioù oc’h ober gant nerzh an dour pe hini an avel (Iwerzhon, Breizh Veur), kuit da chom boud pa ne vez ket trawalc’h a avel pe a heol e bro-mañ-bro. Peadra ‘zo e Breizh, muioc’h evit e lec’h all. Arabat neuze sevel un dra kreizennet, mod kozh ha “graet ha toud” ! Deus pelec’h e teufe ar gaz ? Emrenoc’h e vefemp gant se ? “Chom a raio Brenniliz ha Dirinonn digor betek 2020 d’an nebeutañ” eme RTE ouzhpenn. En tu all  emañ an energiezhioù padus pe nevezadus o tiorren gant disoc’hoù kalz uheloc’h evit ar pezh a oa bet jedet pemp bloaz ‘zo.
Broudañ an dud da zispign nebeutoc’h a ranker ober, war skouer EcoWatt (-3 % e 2012) ha sikour anezho da zigreskiñ o ezhommoù tredan. War an dachenn-se eo liesseurt an diskoulmoù : difuiñ, sevel tiez o terc’hel kont eus an heol ha mammennoù naturel all, tommañ muioc’h gant koad ive, evel-just, ur binvidigezh all er vro ha n’eo ket implijet evel ma vefe dleet ! Evit lavaret an traoù krenn-ha-krak eo poent paouez gant an tredan evel tommerezh pennañ an tiez (34 % eus an ezhommoù). Dre cheñch penn d’ar vazh war se hepken e vo trawalc’h a dredan a-benn 2020 ha pelloc’h !
Dibaboù politikel da vat ‘zo d’ober, eta, hag evit pouezañ war an divizoù-se e kaver peadra war lec’hienn Gaspare, nonalacentrale.fr, gant ar senario da bellgargañ, lizhiri da gas da Rannvro Breizh ha da gKumuniezh Kumunioù Bro Landivizio… Diskouez a ra splann senario Gaspare n’eus ket ezhomm eus ar greizenn c’haz-se. Evel ma lavarer e Bro-Leon, n’eo ket un ti “graet” c’hoazh ! Ne vo ket asantet  paeañ bremañ evit stourm Plogoñv…