DJ Blue : “Energiezh em eus da reiñ”
22/02 /13

DJ Blue : “Energiezh em eus da reiñ”

Evit reiñ an energiezh-se he deus dibabet ar plac’h yaouank dibab ar sonerezh, c’hoant ganti betek penn. Kavet he deus hec’h hent ha mont a ra herr ganti.

Evit reiñ an energiezh-se he deus dibabet ar plac’h yaouank dibab ar sonerezh, c’hoant ganti betek penn. Kavet he deus hec’h hent ha mont a ra herr ganti.

Bleunienn, penaos eo deuet deoc’h ar soñj bezañ Dj ?
Gant an dañs ha dre forzh riboulat en nozvezhioù, festivalioù… Pa oan krennardez e stranen kalzik e bed arzel an hip-hop (Graffiti, Dans,  Dj  a veske hip-hop, soul, funk, reggae, dancehall, scratch) ha  goude er “rave-où” noz, (house, tekno, ha dreist-holl jungle drum’n bass). Tamm-ha-tamm e teuen da vezañ enoeet gant sonerezh an dj-ed all, rak mont a raen kalz er-maez. Setu em eus bet c’hoant reiñ muioc’h a startijenn d’ar re a blij dezho dañsal, eveldon.

Hag aes eo d’ur plac’h kavout he flas er bed-se ?
Er penn kentañ ne oa ket aes. Alies e plij d’ar baotred ren ar bed-se,  met goude,  gant un anv, eo kalz simploc’h an traoù. Kalz muioc’h a zoujañs zo rak kalz kreñvoc’h e kont kalite al labour eget ar “matchisme.” (mennozhioù gall ne dalvezont netra, ‘benn ar fin). Bevañ a raen e bed an Dj ivez, met ‘benn ar fin n’eo ket ken digor-se o spered, a-wechoù. Gant an amzer em eus anavezet Dj-ed digor o spered ha merzet em eus eo kalz pinvidikoc’h straniñ gant a bep seurt tud.

Penaos e c’heller en em stummañ ?
Evit dont da vezañ kreñv eo ret labourat, evel-just. N’eus sekred ebet. Gellout a reer kemer un nebeud kentelioù pedagogel gant tud barrek war dachenn ar mix, da skouer, pe goulenn digant ur mignon klask diskouez ha displegañ. Ar peurrest, goude, zo un afer a skouarn hag a labour. Kavet e vez tud donezetoc’h eget reoù all, ha se war bep tachenn.
Evit poent ne blij ket din ar skolioù aozet a-ratozh war ar c’helenn-se. N’eo ket stummadurioù digor-kenañ. Graet int kentoc’h evit ar re a fell dezho bezañ evel an holl Dj-ed boestoù-noz a ra gant sonerezh ar skinwel hag hini ar radio-ioù kenwerzhel… Sonerezh un tamm boutin a vez klevet e pep lec’h er bed a-bezh.

Penaos e tremen ho tevezhioù ?
Leun-chouk eo va devezhioù, dre vras. Labourat  a ran war ar sonerezh. Klask a ran lakaat va mennozhioù pemdeziek da zont da vezañ gwir. Paperachoù e-leizh  a zuan, troet holl war ar sonerezh. Ur gwir vicher eo bezañ emren. Respont d’ar pellgomz, da gemennadennoù aozerien ar c’honsertoù o tont pe ar re a zo bet, respont d’an dud a blij dezho va labour, selaou sonerezh nevez-deuet er-maez, respont d’an atersadennoù radio, tv ha kelaouennoù. Dibaoe 2 vloaz eo ret din studiañ bemdez ar pezh a  c’hoarvez eus an tu all – lezennoù ha business ar sonerezh – ha se n’eo ket aes, tamm ebet.
Mod all e plij din ober sport pa c’hellan, redek pe marc’h-houarn war bord ar mor. Sikour a ra ac’hanon da lakaat aer en ma spered… Neuial er mor pe er poull-neuial e-pad ar goañv… N’on ket kalonek a-walc’h evit mont eno e-pad ar goañv. Kalz re rividik on !! Ober arzoù marsian a blij din kalz rak kalz energiezh am eus. En em santout a ran tost ouzh spered ar sportoù-se. Talvezout  a ra din evit en em zifenn va-unan. Bez’ em eus muioc’h fiziañs ennon eget pa oan hegaset  gant  “bed an noz”. N’em eus ket aon, “dre vras”. Desket en deus din gwelet ar bed eus un doare all, eus un doare energetik.

Penaos e rit evit “gwerzhañ” ho abadennoù ?  
“A veg da skouarn”… Gant ar brud ez eo aesoc’h bremañ. Dont a ra an dud e darempred ganin. A-raok e oa ar c’hontrol. Ret e oa din klask al lec’hioù ma-unan rak labourat a ran ma-unan.

Abaoe m’emaoc’h war ar vicher-se, petra ho peus desket ?
Desket em eus  ober pijadur d’an dud. Klask a ran reiñ energiezh, startijenn ha fiziañs en dazont. Desket em eus mont e darempred gant leun a arzourien all. Kreñv eo ar santadurioù war al leurenn. Ret eo klask implij anezho eus ar gwellañ. Ret eo chom ar memes hini. Aesoc’h eo p’hon eus mennozhioù kreñv, d’am soñj.Kalz a dud droch a zo ivez pa ‘z eus lufr pe arc’hant, tud diskiant e-leizh, dedennet gant traoù na lakaont ket ar bed da vont war-raok !

Ha raktresoù all ho peus evit ar bloavezhioù da zont ?
Evel-just ! Kalz re evit ken nebeut amzer. Redek a ra an amzer d’ar pevar lamm ! Ober sonerezh, tammoù e-leizh gant arzourien all ha, marteze,  un deiz bennak, sevel ur skol war ar binvioù eletronek. Ma n’eo ket posupl din bevañ eus ar sonerezh pe ma teu ar vicher da vezañ re luziet evidon. Plijout a ra din bezañ e darempred gant an dud. Bez’ e c’hellfen bezañ eürus e lec’h all, se zo sur!

Ha c’hoant ho pije d’ober sonerezh en un doare all, ur wech bennak ?
Ya, met bepred er bed eletronek.Kalz a vedoù disheñvel zo er bed-se dija. Savet em eus tammoù Breizh’n Bass. Troet on war an jungle drum’n bass, met evel m’em eus labouret war se e-pad 12 vloaz em eus c’hoant klask en house pe en tekno (sonioù tommoc’h marteze) pe trip hop un tamm evel ton diwezhan an album “Magic”.

Piv eo ho skouer war an dachenn-se ?
Tout an dud donezonet war o danvez er sonerezh, hag a blij din pe get.

Petra a blij deoc’h ober evit cheñch soñjoù, goude ur frapad labour tenn ?
Goude bezan labouret kalz, betek 24 eurvezh, da skouer a-wechoù, e plij din mont  da welet ar mor pe mont da Roazhon da welet va mamm-gozh alias “Mammoù Louarn” hag ar familh.

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?
Ma c’hentelioù war Abelton, al logiciel a labouran warnañ, evit sevel tammoù. Morse ne vez echu deskiñ war an dachenn-se! Pe,’ mod all, ul levr gwirion, ul levr a zeskfe din traoù kentoc’h war ar sevenadurioù evel “La Voie” da skouer, pe unan war ar plantoù pe ul levr war ar “meditation”, levrioù a zigorfe din ma spered.
Ha gant piv ho pije c’hoant da vezañ bac’het en ur saverez e-pad un eur ?
Gant an hini a c’helfe displegañ din perak zo bet plantet tud droch, feuls  ha “gwan a spered” war an douar.

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?
Soubenn gant legumaj an AMAP, tartezennoù a bep seurt, galetez ha krampouezh, pesk e papillotte, kalz a legumaj… Met klask a ran ober buan, 1e30 d’ar muiañ.

Dont a rafe ur voudig da ginnig deoc’h seveniñ un het, hag unan hepken. Petra a c’houlennfec’h diganti ?
Ar peoc’h, da lâret eo e toujfe pep hini ouzh ar re all, ouzh an douar. Ar baradoz war an douar ! Loened e-leizh, un natur a-feson, boued ha dour ne vefe ket kontammet, evit an holl.

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ?  
Plijet-bras e vefen mont da vevañ e-pad  ur prantad er Bronx er bloavezhioù 70, p’eo bet krouet an nozvezhioù kentañ dj gant sevenadur ar Zulu Nation, hag ar scratch gant Grandwizard Theodor,  an nozvezhioù funk  hip-hop. Se a blijfe din kalz !

Petra eo ho  «plijadur» pemdeziek ?
Mont war-raok !… Met plijout a ra din ivez “kemer va amzer” ha farsal.

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?
Plijout a rafe din bezan ul labous bennak evit gellet nijal, ha foetañ bro gant nerzh an avel.

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?
Bezañ reporter/fotografour tro-dro d’ar bed a blijfe din, met ‘benn ar fin e ran un tamm va micher antropologez ha fotografourez pa veajan evit ar mix… Ne veajan ket a-walc’h c’hoazh !!!

Dirak petra e vezit bamet ?
Dirak ar fent, ar speredoù lemm ha pedagogel, braventez an natur, burzhud ar vuhez pa veajan.

Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?
Bezañ gouest d’ober ar menaj evel ma ra Mary Poppins pe “Ma sorcière bien aimée”, tra ken en ur fiñval ar fri ! Dreist !!

Petra a zo en ho kerzh, un dra didalvoud oc’h tomm-tre outañ, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?
Ur pod-ludu a oa d’am zad.

Petra eo ar c’hrenn-lavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?
“Faut pas pousser Mémé dans les orties”… Arabat bountañ Mamm-gozh e-touez al linad…

C’hoant ho pije da gas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ?
D’ar Stad, evit rekuperiñ Naoned, evit  kaout muioc’h a yalc’hadoù, evit  ma vefe tailhoù mac’hadmatoc’h evit an dud ar vro ha reoù kalz kreñvoc’h evit ar re a vev nebeut e Breizh. Tiez mac’hadmatoc’h evit ar re yaouank o deus c’hoant en em staliañ, labourat,  ha sevel embregerezhioù o toujañ ouzh an natur er vro.

Ul lizher gourc’hemennoù ?
D’am mamm-gozh evit trugarekaat anezhi da vezañ desavet ha krouet ar familh am eus. Met gouzout a ra dija!

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?
Skiant-prenet ar vuhez pemdeziek, hor sevenadur, a ro deomp ar c’hentelioù pouezusañ. Ret eo gouzout kemer ar gwellañ eus pep hini evit ober ar pezh a vimp.

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?
Kaout doujañs, ijin ha krediñ en e hunvreoù eo ret deskin d’ar vugale.

Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?
Kurius-kenañ on. Setu, dre vras, e plij din kompren pep tra. Morse n’on chalet gant ober goulennoù.

Gant petra oc’h hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?
Gant tristidigezh programmoù paour  ar skinwel rak efedus ha galloudus-kenañ eo war spered an dud.

Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra ‘cheñchfec’h ?
Ne dañvafen morse d’ar sigaretenn.

Ha ma c’hounezfec’h kalz arc’hant goude bezañ c’hoariet d’al Loto ?
Se zo hervez pegement e c’hounezfen. Met sevel a rafen sur, ur studio bras evit enrollañ an arzourien, ur skol sonerezh ispisial, prenañ al Liger-Atlantel digant ar Vendée… Ober tro ar bed evit sevel skolioù, puñsoù pe liorzhioù legumaj e lec’h ma ‘z eus ezhomm hag e lec’h m’eo posupl…

Da beseurt goulenn ‘ho pije c’hoant da respont “Ya !” ?
Ur banne gwin, un tamm bara hag etorki gant kaotigell a yelo ganit ? Gwin, bara, keuz ha kaotigell naturel evel-just…