« Deomp de’i » e Karaez
25/01 /13

« Deomp de’i » e Karaez

Buhezek mat eo bet an holl eskemmoù

Buhezek mat eo bet
an holl eskemmoù

Devezhioù eskemm e oa bet aozet gant Kevre Breizh evit kement den en doa c’hoant prederiañ war dazont ar yezh ha leun-mat e oa savadurioù nevez lise Diwan gant ar berzhidi.

“N’hon eus ket lakaet a bennoù bras da zont d’ober prezegennoù rak gwelloc’h e oa deomp lakaat an dud d’en em soñjal ha da lâret o soñj kentoc’h eget selaou komzoù tud arbennik.” a zisplege an daou aozer, Padrig Herve ha Tangi Louarn, e anv Kevre Breizh.  Goude un taol-sell war stad an traoù gant Fulup Jakez ha Tudi Kernalegenn e oa lodennet an 90 den deuet betek Kerampuilh e teir lodenn, pep hini oc’h eskemm war un tem, an tiriadelezh, al liammoù gant ar politikerezh hag an adperc’hennañ yezh. Setu pep strollad o lakaat ar gaoz war an darempredoù etre brezhoneg ha gallaoueg, etre ar rannvro hag ar stad. Evit arperc’hennañ ar yezh zo bet renablet ur bern doareoù posupl met seblantout a ra anat d’an holl eo dav kenurzhiañ ar strivoù ha labourat a-stroll. Kaoz a zo bet eus Bro-Gembre, gant skouerioù da heuliañ ha lod n’int ket, eus ar mediaoù nevez hag eus ar skinwel, eus an ezhomm a grouiñ doareoù nevez rak cheñchet eo ar bed dindan 40 vloaz, hag ar pezh a yae d’ober dudi an dud a zo cheñchet.
En em brientiñ
“Ha pa vefe savet, warc’hoazh, ul lezenn evit brudañ ar brezhoneg, penaos e vo kaset da benn ? Dav eo d’ar gevredigezh sivil bezañ prest.” a resisae Padrig Herve, aon bras gantañ, da skouer, e vefe roet arc’hant evit sevel ur chadenn skinwel ha ne vefe den ebet evit sellet outi. E penn an holl berzhidi eo sklaer n’eo ket trawalc’h derc’hel ar yezh e porzh ar skol. Dav kas anezhi pelloc’h, en em lakaat a-du war ar binviji da lakaat e plas. “Ne fell ket deomp rediañ met kentoc’h broudañ an dud da grouiñ ul labourva war ar mennozhioù.” a gloze-eñ en ur ober dave da zoareoù Mae 68. “Dav d’ar brezhoneg ha d’ar gallaoueg bezañ yezhoù eskemm ha yezhoù krouiñ.” a ouzhpenne Tangi Louarn.
A-benn ur miz e vo embannet frouezh an eskemmoù ha gellout a raio ul lañs nevez loc’hañ a-ziwarno.